logo keav

Ar pennadoù diwezhañ

Bep bloaz, e brezhoneg

old logo keav

  • Ur skol-hañv, div sizhun e miz Gouere, strolladoù dre live yezh, rummadoù war un danvez, kreizenn-dudi evit ar vugale
  • Un devezh-studi en nevez-amzer
  • Ur staj kan en nevez-amzer
  • Daou zibenn-sizhun evit ar familhoù en nevez-amzer hag en diskar-amzer

Mont war-raok,
Bevañ e brezhoneg

 Kastellin

6-12 a viz Gouere
13-19 a viz Gouere

KEAV-Pleg-Dibleg

 

Diwallit ! N'eus plas ebet ken nag evit ar sizhun gentañ nag evit an eil !

 

Petra vo graet gant KEAV - Staj-hañv

Evezhiadennoù hollek

 

1 . Ar brezhoneg  eo  yezh ar staj.
Staj KEAV a zo ur bodad tud laouen oc’h en em gavout asambles evit klevet ha komz brezhoneg a-hed an devezh hag e-pad ur sizhun, pe div, evit  bevañ e brezhoneg hag evit reiñ tro d’an deskarded da zeskiñ ar brezhoneg o soubañ enni a-hed an amzer.
Anez gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh studi pe zaou) n’hall ket staj KEAV digas frouezh d’an den. D’ar gwir zeraouidi e tegasomp da soñj e vez aozet stajoù evite er memes mare.

 

2 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg diouzh ho live hag ar c’hentelioù er rummadoù war temoù, war un danvez
E pep hini eus an div sizhun e rank an den dibab etre :
studiañ brezhoneg e kentelioù aozet e kentelioù a strolladoù bihan diouzh e live,
pe
heuliañ kentelioù en ur rummad hag a bleustro war un danvez bennaket a vo diskleriet deoc’h pelloc’h.
 

2 . 1 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg e strolladoù bihan diouzh o live
Renket hag aozet e vez ar c’hentelioù-se diouzh live ar stajidi. Dre testennoù pe c’hoarioù e vez studiet brezhoneg : ar c’heriaoueg, ar yezhadur hag an distagadur diouzh dioare pep kelenner. Lakat mod pe vod ar skolidi da gaozeal diouzh o live eo ar pal.
An dud ne ouzont ket kompren pe kaozeal aezet tre ha mat eo o fal en unan eus ar c’hentelioù-se.
Pemp strollad a vo. Strolladoù al live uhelañ a zere mat-tre d’an dud a oar  komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg.
>> Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ


2 . 2 . Kentelioù ar rummadoù war un tem, war un danvez
Ar re a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg a c’hall en em enskrivañ en ur rummad kentelioù da bleustriñ war un danvez bennaket. N’eo ket un « danvez da zibab e framm ar c’hentelioù ordin » : a-hed an devezh hag a-hed ar sizhun e vo labouret war an danvez-se.

     >> DIWALLIT ! Evit ar SIZHUN GENTAÑ, n'eus plas ebet ken, klozet eo an enskrivadurioù, Lakait hoc'h anv en eil sizhun (13-19 a viz Gouere). evit lenn hiroc'h diwar-benn ar sizhun gentañ (6-12 a viz Gouere), klikit amañ
     >> evit lenn hiroc'h diwar ar SIZHUN 2 (13-19 a viz Gouere), klikit amañ

 

 

3 . An danvez skolaerien/kelennerien
Prantadoù labour a bedagogiezh a vo aozet e-pad ar staj evit an danvez skolaerien/kelenerien.
An danvez skolaerien/kelennerien a vo e staj KEAV ne vezint ket laket en ur strollad ispisial : pep hini nê a vo en ur strollad diouzh e live. Ar re a oar mat-tre kompren, komz ha skrivañ brezhoneg a c’hallo, ma karont, mont en ur rummad war un danvez…
Prantadoù labour war ar bedagogiezh a vo aozet e mareoù ma ne vo kentel ebet, e mareou ma vo kinniget c’hoarierezh diret.
>> Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ


 4 . Ar vugale
Degemeret e vez bugale e staj KEAV. Ne vez ket degemeret bugale a vefe  o-unan avat : graet e vez war-dro bugale ar stajidi e-pad ar c’hentelioù gant m’o defe un oad zo.
Degemeret e vez ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 14 vloaz en un doare en div sizhun hag ar re a zo etre 3 bloaz ha 6 vloaz en un doare all, met en eil sizhun nemetken
 

4 . 1 . Ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 14 vloaz
Degemeret e vez ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 14 vloaz en ur « ALSH » (Accueil Loisirs Sans Hébergement e galleg) a reont «kreizenn ar vugale» diouti. Digor eo an "ALSH" etre 9e ha 5e evit an obererezhioù gant un diwallerezh adalek 8e30 ha betek 5e 30 d'an noz. Evit pred kreisteiz e chom ar vugale dindan kiriegezh ar "greizenn" evit ma yafent war-raok gant ar brezhoneg ouzh taol ha krouiñ ur spered a-stroll etre ar vugale, hag etre ar vonitourien hag ar vugale.Da goan e c'hall ar vugale bezañ gant o zud ha lakaat ar pezh o deus desket e pleustr.
Dizale e c'hallor gouzout dre ar munud ar pezh a vo graet er rummad-mañ  

 

4 2 . Ar vugale etre 3 vloaz ha 6 vloaz
Ne vez ket degemeret ar vugale yaouankoc’h eget 6 vloaz e gwirionez  (ar reolennoù degemer a zo disheñvel), ne vez aozet netra ispisial, met ur rummad ez eus hag a zegemer an dud gant o bugale etre 3 ha 6 vloaz : « Brezhoneg er familhoù ». An dud  a rank gouzout an elfennou diazez eus ar brezhoneg evel evit forzh peseurt strollad e staj KEAV hag ar bugel  gouzout un disterañ ivez...
Ar gerent a ranko, ober war-dro o bugel pe o bugale a-hed an devezh met degemeret e vez ar vugale er c’hentelioù evit kemer perzh enne. Evit gouzout hiroc’h, sellit ouzh ar rummad « Brezhoneg er familhoù » er rann « Ar c’hentelioù war temoù, war un danvez »
Dizale e c'hallor gouzout dre ar munud ar pezh a vo graet er rummad-mañ  

 

5 . Ar brezhoneg er familhoù
Ur rummad kentelioù a zegemer tud gant o bugale oadet etre 3 ha 5 bloaz da bleustriñ war ar vuhez ordin e brezhoneg. an dud a rank gouzout un tammig ar brezhoneg hag ar vugale un tammig bihan memestra. An dud n’o deus ket a vugale c’hoazh met a zo e soñj kaout dioute ha desevel anezhe e brezhoneg a vo degemeret ivez.
Sellit ouzh ar pennad  diwar-benn « Ar brezhoneg er familhoù » e lodenn « ar c’henteliou e rummadoù war un tem »


 6 . An oberezhioù, ar c’hoarierezhioù e-maez ar c’hentelioù
Er maez eus ar c’hentelioù e vez kinniget d’an holl :
da greisteiz, un hanter eur kan an holl asambles, o tañsal a-wechoù diouzh kinnig an hini a ra war-dro ,
goude pemp eur (hervez an deizioù), pourmenadennoù, ober sport, mont da welet tud eus ar vro, kemer perzh e kaozeadennoù, e c’hoarioù, e stalioù-labour a bep seurt, sellet ouzh filmoù…

 

Goulennoù ordin / Diwar-benn ar staj, klikit amañ

 

FOLLENN_ENSKRIVAN_2014.pdf (897 Downloads) KEAV-Pleg-Dibleg_1.pdf (809 Downloads)

Deiziadoù kentañ

 

Sadorn 9 a viz C'hwevrer : Devezh-studi ; Emvod-Meur

Nevez-Amzer: Dibenn-sizhun Brezhoneg er Familhoù

Sadorn 20 & Sul 21 a viz Ebrel: Staj-kan

Eus ar Sul 7 betek ar Sadorn 13 a viz Gouere: Skol-Hañv sizhun 1

Eus ar Sul 14 betek ar Sadorn 20 a viz Gouere: Skol-Hañv sizhun 2

Diskar-Amzer: 8-10/11/24 Dibenn-sizhun Brezhoneg er Familhoù

Bienvenue à KEAV !

dr frKEAV vous convie à ses stages de breton immersifs: venez en camp d'été de breton pour une semaine, ou plusieurs !
L'association KEAV organise chaque été un stage de breton en immersion destiné à un public qui, ayant déjà quelques connaissances en breton, veut les améliorer par une pratique quotidienne de cette langue, la seule à y être employée : un bain linguistique en quelque sorte.

Grâce à la certification Qualiopi nous pouvons accueillir les stagiaires via leurs droits à la formation continue.

Welcome to KEAV !

dr frKEAV invites you to its immersive Breton language school: come for a week of Breton summer camp, or more !
The association KEAV organizes linguistic courses every summer for people who have some knowledge of Breton, and who want to improve their linguistic skills and live for some time in this language. Breton is the only language used during this course, so it is an opportunity to learn by immersion. The largest part of this site will in Breton, but a few articles in English will be found in a special section.

Croeso !

dr frMae cymdeithas KEAV yn trefnu cwrs i’r sawl sydd wedi dysgu peth Llydaweg, sydd am ddysgu mwy o’r iaith ac sydd am fanteisio ar gyfle i fyw yn gyfan gwbl yn Llydaweg. Os ydych am gael eich trwytho yn Llydaweg, dyma’r lle i chi. Y Llydaweg yw iaith KEAV, a dyna paham y mae’r rhan fwyaf o’r deunydd ar y wefan hon yn yr iaith honno yn unig. Mae ychydig ddarnau yn Gymraeg.

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh