logo keav

Demat deoc'h,

A-benn miz Gwengolo e vo trede distro-skol an aotreegezh PPPE brezhoneg – galleg (Parcours préparatoire au professorat des écoles) en UBO hag e lise an Hirwazh e Brest. Dibaoe 2022 e vez stummet danvez-skolaerien divyezhek, diouzhtu goude ar vachelouriezh, war ar bedagogiezh, danvezioù ar c'hentañ derez hag ar brezhoneg. Ur stummadur pleustrek-tre eo, diazezet war stajoù e klasoù divyezhek.

Degemer a reomp danvez-studierien a zo bet skoliataet e brezhoneg met ivez deraouidi e brezhoneg. Ober a ra berzh an aotreegezh, gant 284 goulenn war Parcoursup evit 25 plase 2023  (an hini diwezhañ degemeret a oa 71vet), met betek-henn eo dreist-holl deraouidi hon eus degemeret.

Lakaet hon eus da bal kreskiñ lodenn ar studierien a zo brezhonegerien dija, betek tizhout an hanter (12 pe 13 diwar 25 studier a vez degemeret e pep bloavezh). Neuze hon eus dibabet degemer da gentañ an danvez-studierien o deus graet tout pe ul lodenn deus o amzer skol en hentennoù brezhonek. Dre c'hras d'an dibab-mañ e c'hell al liseidi bet skoliataet en hentennoù divyezhek lakaat da dalvezout o barregezhioù e brezhoneg.

Un doare all a zo da gemer perzh en aotreegezh PPPE : bep bloaz e tigoromp un nebeud plasoù en eil bloavezh (L2) pe en trede hini (L3). Aze e c'hellomp degemer war-eeun, diwar doser, studierien o deus dija un L1 pe un L2 war temoù all liammet gant skiantoù mab-den (peotramant tud o deus skiant-prenet war an deskadurezh, an dudi pe an deskadurezh pobl) hag ul live B1 e brezhoneg.

Soñjal a ra deomp eo a-bouez brudañ hor stummadur peogwir e welomp anezhañ evel un doare da dalañ d'an diouer a skolaerien a vez tutaet bep bloaz, a zalc'h ar c'helenn brezhonek da vont war-raok.

Sifroù kenstrivadeg divyezhek 2022 evit ar c'hentañ derez :

  • Skolioù publik : 9 fost pourvezet diwar 32 kinniget
  • Diwan : 3 fost pourvezet diwar 6 kinniget
  • Skolioù katolik : 3 fost pourvezet diwar 10 kinniget

Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h war ar stummadur, pe ma 'peus c'hoant da gaout titouroù pleustrek war penaos e c'heller kemer perzh, e c'hellit mont e darempred ganeomp dre bostel : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. .

 IMG 7412

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh