Perzhioù dibar skol-hañv KEAV

Daoust d'an niver bras a-walc'h a gampoù kinniget e Breizh a-bezh a-hed ar bloaz, e chom kamp KEAV gwall zisheñvel diouzh ar c'hampoù all evit meur a abeg.

Da gentañ ar reolenn « brezhoneg hepken » hag a zo lezenn ar c’hamp. Abaoe an deroù, abaoe kentañ kamp KEAV ez eo ar brezhoneg yezh nemeti ar staj, n’eo ket e-pad ar c’hentelioù hepken, met an devezh-pad (hag an nozvezh-pad zoken !), e pep degouezh zo : e-pad ar predoù, ar pourmenadennoù, ar c’han, an dañs, gweladennoù, c’hoarioù, ar veilhadegoù hag oaled-ar c’hamp…

D’an eil, e-maez ar c’hentelioù, e vez kinniget oberezerezhioù a bep seurt a-hed an devezh pe dost d’ar stajidi : n’eus ket kalz a amzer vak d’ar re a zo kontant kemer en holl anezhe . Hag int a zo kement a zigarez d’ober gant ar brezhoneg. E touezh an obererezhioù-se, menegomp : kaozeadenn etre ar stajidi, pourmenadegoù, atalieroù, kan, preegennoù war danvez pe danvez, mont da welet tud deus ar vro.

Ar vuhez er staj a zo penn da benn e brezhoneg. Ar gelennerien a vez er staj a-hed an devezh, etre ar c’hentelioù : gallet a ra ar stajidi debriñ e-kichen kelennerien , e gelennerien pe reoù all… Goude koan, diouzh an noz, e vez an holl, stajidi ha kelennerien, asambles en oaled o varvailhat, dirak bep a vanne ken buan all. Ha dre vras, bep noz, e vez ur veilhadeg bennak…

Un dra-all zo c'hoazh : chom a ra KEAV distag eus pep strollad politikel. Pa vez un diviz bennak, e c’hall pep hini, stajidi, kelennerien, buhezourien, reiñ e soñj, difenn anezhe met goulennet e vez digant pep hini doujañ d’ar re all, d’o c’hredennoù ha d’o mennozhioù.. Ha pa vez echu an diviz, e vez echu an tabut ivez… Ha ne vez graet tamm bruderezh evit ar strollad-mañ strollad politikel…
Daoust da se, n’eo ket KEAV diseblant pa vez kaoz eus kudennoù ar yezh, kudennoù ar vro. Abalamour da se e vez degemeret gant KEAV kement den a ginnig prezegenn pe gaozeadenn a-berzh un aozadur hag a stourm war an tachennoù-se, o toujañ ouzh an demokratiezh… Ha gant ma vo e-maez ar c’hentelioù ha gant ma vo plas er program, rak gwall garget eo an implij amzer ha ne chom ket kalz a amzer vak…

KEAV ne zegemer tamm sikour arc’hant, war-bouez, abaoe 2012, ur skoazell evit goprañ un hanter bost labour hag ur sikour evit degemer ar vugale… N’eo ket ur sikour bras ha ne cheñch ket kalz a dra evit KEAV : dizalc’h e chom, en he doareoù da gelenn, en hon stourm evit ar yezh. Hor gouestl : difenn ha reiñ muioc’h a lañs d’ar yezh, sikour ar brasañ tud ar gwellañ d’ober gant ar brezhoneg.

Evit echuiñ ur ger diwar-benn ar priz. N’eo ket gwall ger priz ar staj abalamour ma ne fell ket da g-KEAV ne c’hallfe ket tud ober ar staj abalamour da briz ar staj… Ha gallout a ra hen ober a drugarez d’ar gelennerien a vez o kelenn a youl vat e kamp KEAV, evit netra… Dav menegiñ ivez an emglev a zo bet kavet gant Skol ar Stêr Aon e Kastellin peogwir ez eo a-drugarez dezhañ e c’hallomp degemer ar stajidi en un doare dereat…

Keav abaoe 1948

Istor berr KEAV

Ar pennad-mañ a oa bet skrivet gant Ivon ar Gag da-geñver 50vet deiz-ha-bloaz KE

lennit hiroc'h
Vefa de Bellaing

  Vefa de Bellaing eo an hini he deus labouret ar muiañ evit KEAV : emañ e

lennit hiroc'h
Ronan Huon

  Ronan Huon en deus savet ha roet lañs da GEAV, asambles gant Vefa de Bel

lennit hiroc'h
Xavier de Langlais

Xavier de Langlais, Langleiz e brezhoneg, zo bet unan eus diazezerien KEAV

lennit hiroc'h
Per Penneg

Ganet e oa bet e Rekourañs (Brest) e 1921, ha mervel a reas e Nîmes e 1991. Ne o

lennit hiroc'h
Paol Kalvez

E Lokournan (Bro-Leon, 13 km diouzh Brest, er c’hornôg) eo bet ganet Paol Kalvez

lennit hiroc'h
Erwan Tranvouez

Ar pennad-man a zo bet skrivet nebeut a amzer goude marv Erwan. Hor mignon ha k

lennit hiroc'h

Keav Bremañ

Skipailh kelennerien KEAV

Tud a youl vat ac’h a d’ober skipailh kelennerien KEAV, ne vezont ket paeet. Kal

lennit hiroc'h
Skipailh ren skol KEAV

Renet eo ar skol-hañv gant Gwenael Huon, prezidant KEAV, hag Anna ar Beg, a zo s

lennit hiroc'h
KEAV, un aozadur

Un aozadur hervez lezenn 1901 eo KEAV. Krouet eo bet e 1948 evit difenn, luskañ

lennit hiroc'h

Ar pennadoù diwezhañ

An danvez skolaerien/kelennerien

Evit an danvez-skolaerien divyezhek e vo kinniget prantadoù

lennit hiroc'h
AR C’HENTELIOU WAR AR BREZHONEG E STROLLADOÚ DIOUZH LIVE AR STAJIDI

An doare ma vez aozet ar c’hentelioùAr c’hentelioù ma studie

lennit hiroc'h
0- Araok kregiñ ganti

Lakaet e vezan diaes ingal a-walc'h gant an implij a vez gra

lennit hiroc'h
Devezh-studi 2011

an 3 a viz Meurzh 2011 e Plañvour Urzh ar gerioù ha lusk ar

lennit hiroc'h
6- Evit klozañ...

Arabat marmouzañ ar galleg en ur implijout troiennoù a zo de

lennit hiroc'h
5- A bep sort.

5.1. Deiz, devezh, devezhiad, etc... Fazioù a vez graet bre

lennit hiroc'h
4- Estlammadennoù, bommoù a-droc'h, trouzioù

Un estlammadenn lakaet a-dreuz zo fall-kenañ e n'eus forzh p

lennit hiroc'h
3- Troidigezh ger evit ger

Fazioù e-leizh a vez graet gant ar c'hallegerien pa savont f

lennit hiroc'h
2- Niveroù disheñvel en div yezh

Ar fazioù a deu alies diwar daou rumm na vezont ket kavet e

lennit hiroc'h
1- Fazioù geriadur

Pa glasker treiñ ur ger galleg gant sikour ur geriadur evel

lennit hiroc'h
Devezh-studi

  Bremañ e vo ret deoc'h gortoz a-benn bloaz a-raok ga

lennit hiroc'h
Devezh-studi 2014

    ar Sadorn 15 a viz Meurzh 2014 e Plañvour

lennit hiroc'h
Notennoù

5) Notennoù : a) Hervez ar bomm lavar, e c'hell cheñch an t

lennit hiroc'h
Ar rener en amzerioù kevrennek

4) Ar rener en amzerioù kevrennek Er bloavezhioù 1975 pe wa

lennit hiroc'h

Bienvenue à KEAV !

frKEAV vous convie à ses stages de breton immersifs: venez en camp d'été de breton pour une semaine, ou plusieurs !

L'association KEAV organise chaque été un stage de breton en immersion destiné à un public qui, ayant déjà quelques connaissances en breton, veut les améliorer par une pratique quotidienne de cette langue, la seule à y être employée : un bain linguistique en quelque sorte. 
plus d'informations

Welcome to KEAV !

enKEAV invites you to its immersive Breton language school: come for a week of Breton summer camp, or more!

The association KEAV organizes linguistic courses every summer for people who have some knowledge of Breton, and who want to improve their linguistic skills and live for some time in this language. Breton is the only language used during this course, so it is an opportunity to learn by immersion. The largest part of this site will in Breton, but a few articles in English will be found in a special section. more informations

Croeso !

cyMae cymdeithas KEAV yn trefnu cwrs i’r sawl sydd wedi dysgu peth Llydaweg, sydd am ddysgu mwy o’r iaith ac sydd am fanteisio ar gyfle i fyw yn gyfan gwbl yn Llydaweg.
Os ydych am gael eich trwytho yn Llydaweg, dyma’r lle i chi. Y Llydaweg yw iaith KEAV, a dyna paham y mae’r rhan fwyaf o’r deunydd ar y wefan hon yn yr iaith honno yn unig. Mae ychydig ddarnau yn Gymraeg.

 mwy o wybodaeth

 

KEAV

 ausujetdekeav-bis

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@wanadoo.fr

 

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas 3 emsaver breizhad,Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. Da mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober, koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h hag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skol-hañv bep bloaz en ul lec'h disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ar staj ingal e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Aze emañ c'hoazh hiziv.