logo keav

Ar pennadoù diwezhañ

Bep bloaz, e brezhoneg

old logo keav

  • Ur skol-hañv, div sizhun e miz Gouere, strolladoù dre live yezh, rummadoù war un danvez, kreizenn-dudi evit ar vugale
  • Un devezh-studi en nevez-amzer
  • Ur staj kan en nevez-amzer
  • Daou zibenn-sizhun evit ar familhoù en nevez-amzer hag en diskar-amzer

"Mont war-raok, Bevañ e brezhoneg"

Kastellin 07-13 ha 14-20 a viz Gouere 2019

plaquette-keav-2018 

 Evezhiadennoù hollek

 

1 . Ar brezhoneg  eo  yezh ar staj.
Staj KEAV a zo ur bodad tud laouen oc’h en em gavout asambles evit klevet ha komz brezhoneg a-hed an devezh hag e-pad ur sizhun, pe div, evit  bevañ e brezhoneg hag evit reiñ tro d’an deskarded da zeskiñ ar brezhoneg o soubañ enni a-hed an amzer.
Anez gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh studi pe zaou) n’hall ket staj KEAV digas frouezh d’an den. D’ar gwir zeraouidi e tegasomp da soñj e vez aozet stajoù evite er memes mare.

     

2 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg diouzh ho live hag ar c’hentelioù er rummadoù war temoù, war un danvez
E pep hini eus an div sizhun e rank an den dibab etre :
studiañ brezhoneg e kentelioù aozet e kentelioù a strolladoù bihan diouzh e live,
pe
heuliañ kentelioù en ur rummad hag a bleustro war un danvez bennaket a vo diskleriet deoc’h pelloc’h.

2 . 1 . Ar c’hentelioù war ar brezhoneg e strolladoù bihan diouzh o live
Renket hag aozet e vez ar c’hentelioù-se diouzh live ar stajidi. Dre testennoù pe c’hoarioù e vez studiet brezhoneg : ar c’heriaoueg, ar yezhadur hag an distagadur diouzh doare pep kelenner. Lakat mod pe vod ar skolidi da gaozeal diouzh o live eo ar pal.
An dud ne gomprenont ket re vat pe n'int ket gouest da gazeal kaozeal aezet-tre eo o flas en unan eus ar c’hentelioù-se.
Pemp strollad a vo. Strolladoù al live uhelañ (ar strolladoù 4 ha 5 da gustum) a zere mat-tre ouzh an dud a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg.
2 . 2 . Kentelioù ar rummadoù war un tem, war un danvez
Ar re a oar komz, kompren ha skrivañ mat brezhoneg a c’hall en em enskrivañ en ur rummad kentelioù da bleustriñ war un danvez bennaket. N’eo ket un « danvez da zibab e framm ar c’hentelioù ordin » : a-hed an devezh hag a-hed ar sizhun e vo labouret war an danvez-se.

Evit lenn hiroc'h diwar-benn ar rummad:

- Lennegezh evit ar yaouankiz, residadurioù : amañ ;

- Distagadur Pouez-Mouezh, resisadurioù : amañ ;

- Kanañ 'ban dañs , resisadurioù : amañ    ;

- Bale ha kaozeal , residadurioù : amañ ;

- Istor ha lennegezh a-vremañresisadurioù : amañ   hag amañ c'hoazh ;

- C'hoariva,resisadurioù : amañ ;

- Kazetenniñ gant Radio Kerne, resisadurioù : amañ ;

- Brezhoneg er familhoù ,resisadurioù : amañ     hag amañ c'hoazh ;

- Kembraeg (live 1 ha 2) : resisadurioù : amañ a-benn nebeut ;

- Eus ar brezhoneg d'ar c'hrouiñ, resisadurioù : amañ ;

 

3 . An danvez skolaerien/kelennerien
Prantadoù gouestlet d'ar bedagogiezh a vo aozet e-pad ar staj evit an danvez skolaerien/kelenerien.
An danvez skolaerien/kelennerien a vo e staj KEAV ne vezint ket laket en ur strollad ispisial : pep hini nê a vo en ur strollad diouzh e live. Ar re a gompren mat hag a oar komz ha skrivañ brezhoneg a c’hallo, ma karont, bezañ en ur rummad war un danvez…
Fichenn Skoazell KEAV e traoñ ar bajenn-mañ.
 

4 . Ar vugale, ar grennarded, ar familhoù

4 . 1 . Ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 12 vloaz
Degemeret e vez ar vugale a zo etre 6 vloaz ha 12 vloaz en ur « ALSH » (Accueil Loisirs Sans Hébergement e galleg) reomp «kreizenn ar vugale» diouti. Digor eo an "ALSH" etre 9 e eur ha 5 eur evit an obererezhioù gant un diwallerezh adalek 8 eur 30 diouzh ar mintin betek 5 eur hanter d'enderv. Evit pred kreisteiz e chom ar vugale dindan giriegezh ar "greizenn" evit ma yafent war-raok gant ar brezhoneg ouzh taol hag evit reiñ an tu deomp da grouiñ ur spered a-stroll etre ar vugale, hag etre ar vonitourien hag ar vugale. Da goan e c'hall ar vugale bezañ gant o zud ha lakaat ar pezh o deus desket e pleustr. Dizale e c'hallor gouzout dre ar munud ar pezh  a vo graet er rummad-mañ.

>> Plaketenn ar greizenn-dudi : resisadurioù : amañ ;

4 . 2 . Ar vugale dindan 6 vloaz : Ar brezhoneg er familhoù

Fellout a ra deomp skoazellañ an tadoù hag ar mammoù a oar brezhoneg un tamm ha ne gredont ket ober da vat ganti er gêr c’hoazh. Ar rummad kentelioù « Ar brezhoneg er familhoù» a zegemer tud gant o bugale oadet dindan 6 vloaz peurgetket evit pleustriñ war ar vuhez ordin e brezhoneg. An dud gant bugale koshoc'h ha c'hoant ganto tremen amzer e brezhoneg asambles gant o bugale a vo degemeret ivez. Degemeret e vo tud divugel ivez, c’hoant ganto da zesevel o bugale da zont e brezhoneg, hag ivez an dud o labourat war dachenn ar bugaligoù.

Labouret e vo e prantadoù berr, war demoù tost ouzh ar vuhez pemdez ; aozet e vo pourmenadennoù, c’hoarioù a-stroll, desket kontañ istorioù ha rimadelloù

 >>  Evit gouzout hiroc'h : amañ a-benn nebeut  

 >>  Framm an devezh : amañ a-benn nebeut


4 . 3 . Ar grennarded

Ar grennarded  a gemero perzh en ur raktres diwar-benn bed ar radio d'an enderv hag e c’hoarioù pedagogel d'ar mintin, er sizhun gentañ. Yezh ha Dudi!

 >> Evit gouzout hiroc'h, amañ

 

5 . An oberezhioù, ar c’hoarierezhioù e-maez ar c’hentelioù
Er maez eus ar c’hentelioù e vez kinniget d’an holl :
da greisteiz, un hanter eur kan an holl asambles, o tañsal a-wechoù diouzh kinnig an hini a ra war-dro ,
goude pemp eur (hervez an deizioù), mont da bourmenn, ober sport, mont da welet tud eus ar vro, kemer perzh e kaozeadennoù, e c’hoarioù, e stalioù-labour a bep seurt, sellet ouzh filmoù…
 Goude koan : kaozeadennoù, sonerezh, c'hoariva, beilhadegoù a bep seurt.

 

Goulennoù ordin / Diwar-benn ar staj, klikit amañ

 

Pezhioù-stag da bellgargañ :

   Folenn pleg dibleg 2019 : amañ

   Skoazell KEAV 2019 : amañ 

   Folenn enskrivañ 2019 :amañ

  

 

Deiziadoù kentañ

 

Sadorn 9 a viz C'hwevrer : Devezh-studi ; Emvod-Meur

Nevez-Amzer: Dibenn-sizhun Brezhoneg er Familhoù

Sadorn 20 & Sul 21 a viz Ebrel: Staj-kan

Eus ar Sul 7 betek ar Sadorn 13 a viz Gouere: Skol-Hañv sizhun 1

Eus ar Sul 14 betek ar Sadorn 20 a viz Gouere: Skol-Hañv sizhun 2

Diskar-Amzer: 8-10/11/24 Dibenn-sizhun Brezhoneg er Familhoù

Bienvenue à KEAV !

dr frKEAV vous convie à ses stages de breton immersifs: venez en camp d'été de breton pour une semaine, ou plusieurs !
L'association KEAV organise chaque été un stage de breton en immersion destiné à un public qui, ayant déjà quelques connaissances en breton, veut les améliorer par une pratique quotidienne de cette langue, la seule à y être employée : un bain linguistique en quelque sorte.

Grâce à la certification Qualiopi nous pouvons accueillir les stagiaires via leurs droits à la formation continue.

Welcome to KEAV !

dr frKEAV invites you to its immersive Breton language school: come for a week of Breton summer camp, or more !
The association KEAV organizes linguistic courses every summer for people who have some knowledge of Breton, and who want to improve their linguistic skills and live for some time in this language. Breton is the only language used during this course, so it is an opportunity to learn by immersion. The largest part of this site will in Breton, but a few articles in English will be found in a special section.

Croeso !

dr frMae cymdeithas KEAV yn trefnu cwrs i’r sawl sydd wedi dysgu peth Llydaweg, sydd am ddysgu mwy o’r iaith ac sydd am fanteisio ar gyfle i fyw yn gyfan gwbl yn Llydaweg. Os ydych am gael eich trwytho yn Llydaweg, dyma’r lle i chi. Y Llydaweg yw iaith KEAV, a dyna paham y mae’r rhan fwyaf o’r deunydd ar y wefan hon yn yr iaith honno yn unig. Mae ychydig ddarnau yn Gymraeg.

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh