logo keav

Ar pennadoù diwezhañ

Bep bloaz, e brezhoneg

old logo keav

  • Ur skol-hañv, div sizhun e miz Gouere, strolladoù dre live yezh, rummadoù war un danvez, kreizenn-dudi evit ar vugale
  • Un devezh-studi en nevez-amzer
  • Ur staj kan en nevez-amzer
  • Daou zibenn-sizhun evit ar familhoù en nevez-amzer hag en diskar-amzer


Diwar-benn an devezh-studi

  1. Pegoulz e vo un dra bennak er rubrikenn-mañ ?

    A-benn nebeut e vo pourvezet.

  2. Abaoe pegoulz e vez aozet ar staj stummañ gant KEAV ?

    Er penn kentañ e raemp daou zevezh-stummañ, ar sadornvezh hag ar sulvezh. Er bloavezh 1985 e oa bet graet evit ar wech kentañ ha goude e veze graet bep bloaz nemet e-pad ma veze labouret da sevel Geriadur hollvrezhoneg kentañ An Here : kalz eus hon c’henlabourerien a oa dalc’het gant al labour-se ; ar bloavezhioù 1989-1994 ne oa bet graet eta staj stummañ ebet ganeomp. A-hend-all ez eus bet graet ingal bep bloaz, nemet ur bloavezh, e 2008, m’hon oa ranket nulañ ar staj. Hag a-ziwar neuze ne voe aozet nemet stajoù un devezh.

  3. Perak e vez aozet un devezh-studi gant KEAV ?

    Er bloavezhioù 1980, e oa tud e KEAV hag a rae enklaskoù war tachenn pe dachenn. Soñjet oa bet ganeomp e vije mat d’ar re-se displegañ ar ouiziegezh o doa bet evel-se d’an izili all e KEAV… Hag a-hend-all, kelennerien zo e KEAV a rae gant doareoù, teknikoù kelenn nevez. Mat e vije bet dezhe ivez displegañ d’ar re all penaos e raent… Evel-se oa bet savet ar stajoù kentañ. Un den a oa tro-ha-tro, prezegenner pe stummer ha stajiad…Abalamour da se e raemp « staj emstummañ » diouzh ar stajoù-se…
    Adal ar bloavezh kentañ, er staj e veze hiniennoù na oant ket da vat izili e KEAV... Ha tamm-ha-tamm e oa muioc’h-mui a dud… Met oc’h ober se e komprenjomp daou dra : da gentañ, pep tra a oa da c’houzout war ar brezhoneg na oa ket bet displeget el levrioù deskiñ nag er « yezhadurioù elfennel* », pep tra ne oa ket bet laket splann e Yezhadur Bras Kervella zoken… Ha d’an eil, ezhomm ha c’hoant a oa d’anaout a-bep seurt pedagogiezh… Setu, a-ziwar ar soñj-se ez eus bet aozet devezhioù stummañ KEAV a vez graet devezh-studi dioutañ ivez bremañ… *elfennel = eeun (élémentaire)

  4. Piv a c'hall kemer perzh en devezhioù-studi ?

    Kelennerion KEAV evel-just, ar re-se a vez profet dezhe an devezh stummadur. Met kelennerion eus a bep lec'h, hag an holl re a zo tomm ouzh ar brezhoneg, a c’hall heuliañ devezh-studi KEAV… An holl zivizoù a vez e brezhoneg, dav eo eta d’an dud a gemer perzh kaout ul live brezhoneg dereat memestra anez chom hep kompren kalz a dra.

  5. Penaos e vez savet ar program ? Penaos e vez dibabet ar brezegennourien ?

    Peurliesañ e klaskomp lakat an hanter eus an amzer da studi ar brezhoneg hag an hanter all d’ar bedagogiezh… Met n’eo ket ur reolenn dir, a-wechoù e vez studiet ar brezhoneg e-pad an div hanterenn…
    Dibab danvez ha dibab ar brezegennourien a zo evel an daou du eus ar memes pezh… A-wechoù hon eus c’hoant da selaou displegadennoù war ur poent yezh resis abalamour d’ur goulenn bennak a vije bet graet ouzhomp e-pad ar staj-hañv pe abalamour ma’z eus unan ac’hanomp hag a vefe plijet ma vefe sklaeraet e anaoudegezh war ar poent-mañ poent. Evit an displegadennoù pedagogiezh, e tibabomp doareoù nevez, teknikoù nevez o devez brud vat. Ha diwar neuze e klaskomp ar brezegennourien a c’hallfe bastañ d’an ezhommoù-se… A-wechoù e c’hoarvez ar c’hontrel-fed : c’hoant hon eus da bediñ un den barrek pe gouiziek a anavezomp hag e klaskomp ar c’hrefen a c’hallfe plediñ gante.

  6. Penaos e vez aozet an traoù ?

    Dre vras e vez degemeret an dud adalek 9 eur hanter gant ur banne kafe hag e krog ar c'hentañ displegadenn da 10 eur hag echuet e vez etre kreisteiz ha kreisteiz hanter : ar pred a vez da greisteiz hanter. Adkroget vez gant an eil prantad da ziv eur betek 4eur pe 4 eur hanter. Diouzh c’hoant ar brezegennerien pe ar stajidi e vez un troc’h e-kerz ar prezegennoù. Klasket e vez ober un tamm bilañs a-raok mont kuit, met se a zo diouzh an amzer : pa vez seblant skorn pe riell ez echuomp abretoc'h.

  7. Pelec'h e vezomp degemeret ?

    Abaoe un toullad bloavezhioù e vezomp degemeret e Kreizenn an Amzer Nevez e Plañvour e Bro Wened (er Morbihan), ur barrez stok ouzh An Oriant. Ar rener a zo ur brezhoneger anezhañ hag ur stourmer. Un degemer mat a vez graet deomp. Ur pred a vez fardet deomp er greizenn da greisteiz, priz ar pred a zo e-barzh priz an devezh-studi.

  8. Pelec’h emañ Plañvour ?

    E Bro-Wened emañ Plañvour, er Morbihan, stok ouzh An Oriant eo, er c’hornôg d’An Oriant emañ. E galleg e vez skrivet « Ploemeur » ha se a vez skrivet war ar c’hartennoù-hent gallek.

  9. Daoust hag eñ vez servijet ur pred da greisteiz ?

    Ya, hag e vez ! Ur sal debriñ, ur gegin, hag ur c'heginer a zo er greizenn ; fardet e vo ar boued war al lec'h. Priz ar pred a zo e-barzh priz an devezh-studi.

  10. Pegement e koust an devezh-studi ? Pegement e koust ar pred ?

    Priz an devezh a vez merket bep bloaz war ar folenn-brudañ a vez war baper hag a vez war al lec’hienn ivez. Priz ar pred a zo e-barzh priz an devezh-studi. Ar priz-se a dalvez evit ar pred, feurm ar sal hag ar frejoù pedagogel.


Deiziadoù kentañ

 

Sadorn 9 a viz C'hwevrer : Devezh-studi ; Emvod-Meur

Nevez-Amzer: Dibenn-sizhun Brezhoneg er Familhoù

Sadorn 20 & Sul 21 a viz Ebrel: Staj-kan

Eus ar Sul 7 betek ar Sadorn 13 a viz Gouere: Skol-Hañv sizhun 1

Eus ar Sul 14 betek ar Sadorn 20 a viz Gouere: Skol-Hañv sizhun 2

Diskar-Amzer: 8-10/11/24 Dibenn-sizhun Brezhoneg er Familhoù

Bienvenue à KEAV !

dr frKEAV vous convie à ses stages de breton immersifs: venez en camp d'été de breton pour une semaine, ou plusieurs !
L'association KEAV organise chaque été un stage de breton en immersion destiné à un public qui, ayant déjà quelques connaissances en breton, veut les améliorer par une pratique quotidienne de cette langue, la seule à y être employée : un bain linguistique en quelque sorte.

Grâce à la certification Qualiopi nous pouvons accueillir les stagiaires via leurs droits à la formation continue.

Welcome to KEAV !

dr frKEAV invites you to its immersive Breton language school: come for a week of Breton summer camp, or more !
The association KEAV organizes linguistic courses every summer for people who have some knowledge of Breton, and who want to improve their linguistic skills and live for some time in this language. Breton is the only language used during this course, so it is an opportunity to learn by immersion. The largest part of this site will in Breton, but a few articles in English will be found in a special section.

Croeso !

dr frMae cymdeithas KEAV yn trefnu cwrs i’r sawl sydd wedi dysgu peth Llydaweg, sydd am ddysgu mwy o’r iaith ac sydd am fanteisio ar gyfle i fyw yn gyfan gwbl yn Llydaweg. Os ydych am gael eich trwytho yn Llydaweg, dyma’r lle i chi. Y Llydaweg yw iaith KEAV, a dyna paham y mae’r rhan fwyaf o’r deunydd ar y wefan hon yn yr iaith honno yn unig. Mae ychydig ddarnau yn Gymraeg.

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh