logo keav

Keleier Keav

Digor eo d'an holl vrezhonegerien ampart war ar yezh.

Palioù ar staj :

  • Deskiñ teknikoù kan
  • Deskiñ sonennoù : da selaou, da zañsal, Da gerzhout en ur vont da vale.


D'ar sadorn noz, aozet e vo ur filaj gant ar stajidi. Pehini da ganañ pe da soniñ

Ar bloaz-mañ e vo ar staj d'ar 15 ha 16 a viz ebrel e Amzer Nevez Plañvour kaset en-dro gant

Sofi le Hunsec ha Serge Bozec.

Resisadurioù amañ

 

Stummadur-dibaouez

Ar stajidi a c’hall goulenn ma vo paeet o staj dezhe gant stummadur dibaouez o embregerezh. Savet e vo un emglev etre o embregerezh ha KEAV.  A-raok kas o fichenn-enskrivañ e rank ar stajidi mont e darempred gant ar c'henurzhierezh (Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.).

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh