logo keav

Keleier Keav

 

D’ar Sadorn 29 a viz C’hwevrer 2020 e vo dalc’het devezh-studi KEAV, e Kreizenn an Amzer Nevez e Plañvour, e Bro Wened e-kichen an Oriant. Evit gouzout hiroc'h diwar-benn an devezh-studi e c'hellit :

  • lenn ar respontoù da “goulennoù ordin diwar-benn an devezh-studi.”
  • lenn ar blaketenn amañ dindan :

 

KEAV a ginnig deoc'h un devezh-studi diwar-benn :

AR BREZHONEG ER SKOL : EUS AN DESKIÑ D’AR PERC’HENNIÑ

KOMZ UR YEZH : FRANKIZ HA REDIOÙ (SEMANTEK HA LEKSIKEL)

Plaketenn an devezh-studi 2020 : amañ

Diwar-benn Keav

E 1948 e tivizas tri emsaver breizhad, Vefa de Bellaing, Zavier Langleiz ha Ronan Huon sevel KEAV, kentañ skol-hañv e brezhoneg penn-da-benn. D'ar mare-se e oa ret bezañ kalonek evit krediñ hen ober. Koulskoude, petra a c'hellfe bezañ efedusoc'h nag anatoc'h eget ur c'hamp lec'h ma ne vez implijet yezh all ebet estreget ar yezh emeur o teskiñ ? Betek ar bloavezh 1976 e veze dalc'het ar skolioù-Hañv bep bloaz en lec'hioù disheñvel e Breizh. Adalek ar bloavezh 1976 e voe dalc'het ingal ar stajoù e Skaer, ur gêr vihan a vro Gerne. E 2010, cheñchamant adarre, setu KEAV e Skol al Labour Douar ar stêr Aon e Kastellin. Eno emañ c'hoazh hiziv.

logo keav footer

KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER
Pgz : 02 98 95 59 31 Postel : keav@keav.bzh