Distagadur ar Brezhoneg

DEVEZH-STUDI

 

Ar sadorn 25 a viz Ebrel 2009

 

 

 

Dalc'het hon doa hon devezh studi e Plañvour, e Kreizenn an Amzer Nevez, d'ar sadorn 25 a viz Ebrel 2009. Dibabet e oa da zanvez studi reolennoù diazez al liammoù dre gomz etre ar gerioù e brezhoneg, hag evit se hon doa pedet Jean-Claude LE RUYET.

 

 

 

 

Emañ Jean-Claude Le Ruyet oc'h echuiñ ur studiadenn hir war an danvez-se hag a dalvezo dezhañ da dezenn. Displeget en deus deomp e oa e holl breder gant ar c'helenn, penaos kelenn an distagadur hag ar pouez-mouezh d'ar re a zo o teskiñ, er skolioù dreist-holl. Evit Jean-Claude Ruyet ez eo ret ober buan ha gant-se ez eo ret bezañ simpl evit ma chomo bev hor yezh gant he ferzhioù dibar. En o zouez emañ ar pouez-mouezh hag an distagadur a vez lezet a gostez gant lod eus ar gelennerion dre ziouer a stummadur. Aze ez eus kaoz eus brezhoneg ar skol. Ar c'helenner a c'hall cheñch e yezh (ha c'hoazh) diouzh al lec'h m'emañ o kelenn, pas ar skolidi. Abalamour da se e ranker kelenn ur yezh a vo kavet enni ar pezh a zo boutin d'an holl rannyezhioù (ar muiañ ma c'haller, miret perzh ar rannyezhoù anez bruzunañ ar yezh). Bezañ simpl eo an eil redi. An dra-se zo kaoz en deus savet Jean-Claude Ruyet, gant sikour enklaskerion all (Albert Bocher ha Lukian Kergoat a zo bet meneget gantañ), ur formulenn abalamour d’ar pezh a rank an dud mestroniañ da vezañ sklaer en o fenn :

 Ne c’haller ket distagañ an disterañ ger, e-unan-penn, anez kaout afer deus teir reolenn diazez, ha pa lârer an disterañ ger all war-lerc’h e vez afer deus ar bedervet lezenn/reolenn, hini al liammoù… Kustum eo Jean-Claude Ruyet da daolenniñ anezhe evel-henn :

                                           Image

T = taol-mouezh

H = hirder (pe berrder) ar vogalenn dindan ar pouez-mouezh

Da = an dibenn apsolut

Li = liamm gant ar ger a teu da-heul

Penaos ober gant ar formulenn-se ? Ret eo kregiñ gant an taol-mouezh (T) en ur ger ha mestroniañ hirded pe berrded ar silabenn pouezmouezhiet T war H a-raok teurel evezh ouzh an dibenn-ger (Da, an dibenn absolut). Lakaet eo bet kement-se e-barzh an hirgarrezenn a dalvez da skeudennaouiñ ar ger : an teir reolenn-se eo ar re a c’hoari pa zistager ur ger… E-maez an hirgarrezenn e kaver Li, aze e ranker teurel evezh ouzh al liamm pe ar sandhi gant ar ger a teu da-heul.

Studiet hon eus neuze penaos distagañ an dibennoù-ger. Sachet eo bet hon evezh gant Jean Jean-Claude Ruyet en doare ma’z eo treuskrivet ar sonioù er skritur (pe er skriturioù, pa’z eo bet lakaet keñver-ha-keñver gantañ perzhioù fall pe gwelloc'h ar skritur-mañ-’r skritur).

Goude-se hon eus studiet al liammoù etre ar gerioù (Li). Lakaet en deus war-wel ar c’hensonennoù a zo dioute div-ha-div, unan divouezh, an eil mouezhiet :      

Rummad 1 :    p       t        k       s        ch      f     

Rummad 2 :    b       d       g        z        j        v

Al liamm a vo graet o tistagañ ur gensonenn eus ar rummad 2 dirak ur vogalenn, « y » ; « w » ; « l » ; « m » ; « n » ; ha « r »   Komzet zo bet war-lerc'h diwar-benn an doare da zistagañ al liamm etre daou c’her, an hini gentañ oc’h echuiñ gant ur gensonenn hag an  eil o kregiñ gant ur vogalenn. Na pa oar ul lodenn vat eus an « nevezvrezhonegerien » diwall ouzh distagadurioù re anavezet evel « mateo », ne daolont ket pled kement ouzh « skrivedeobet », ha neket « skriveteobet » ; « komprendameus », ha neket « komprenetameus ».

Re alies e vez klevet distagañ « fentusè » pe « deutè » e-lec’h « fentuzè » ha « deudè »…An doare da zistagañ al liamm etre daou c’her ac’h a d’ober ur ger kenaozet, dreist-holl pa vez div gensonenn (pe hantergensonenn).

Un nebeud skwerioù : raklavar ; rakleur ; grouklaouen ; isofiser ; isemskiant.

Gerioù hag a zo da vezañ distaget : raglavar ; ragleur ; drouglaouen ; izofiser ; izemskiant.

Re alies e vez distaget evel ma vez skrivet : « deklur »  pe « raklavar »  e-lec’h « deglur » pe « raglavar ».

Distagadurioù fazius a vez e degouezhioù all ivez : kensonenn fin ar gerioù ne vez ket kaletaet pa ne vez netra war-lerc'h – rouz, pod, laezh, kezeg, glazard... – pe pa vez K, T, P, H war o lerc'h – « rouzagwenn » a glever re alies e-lec’h « rousagwenn », « ur pod pri » e-lec’h « ur potpri », « laezh trenk » e-lec’h « laestrenk »,  « mizere » (e-lec’h « misere »)... Memes mod evit al liammoù en troiennoù graet ha tout  evel e-barzh « me soñj diñ », « me gav din » (tra ma lârer « mesoñchtiñ », « me gaftiñ » e brezhoneg “hengounel”). 

Amañ c'hoazh ez eus bet kaoz deus an doare ma vez treuskrivet. War a hañval ez eo ar mod da skrivañ unan eus an abegoù ma vez distaget fall ar brezhoneg gant ur bern tud, dreist-holl pa lennont. Met ouzhpenn ar skritur a zo e kaoz : Jean-Claude Ruyet en doa roet deomp un daolenn a lakae levezon ar galleg war-wel. War an daolenn-se e veze gwelet, en un taol lagad, sistem ar galleg lakaet keñver-ha-keñver gant hini ar brezhoneg (sellit outi war-lerc’h ar rentañ-kont). Ha heñv da venegiñ distagadurioù “brezhonek” da enebiñ ouzh distagadurioù “gallek”, evel “Patrick Revel” a zistager « patrikrevel » e galleg ha « patrigrevel » e brezhoneg ; “cinq euros” : « señkeuro » e galleg ha « señgeuro » e brezhoneg.

Gant skeudennoù panelloù hent en deus diskouezet penaos e vez kavet roud alies deus an distagadur reizh en anvioù-lec'hioù : « coetevent » evit coet+devent, « Loperhet » evit lok+Berc’hed, « Locunole » evit lok+gwenole. Ha padal, alies, an doare da skrivañ brezhonek a zegas distagadurioù fall, evel-mañ : « stank-ar-garront » e brezhoneg, pa vir an doare skrivañ gallek « stang-ar-garront » an distagadur reizh… Hervezañ e vefe ret deomp, ma fell deomp plediñ da vat gant an distagadur, ober un nebeud kemmoù er reizhskrivadur.

Unan e-touez ar selaouerien a lavaras neuze : « Perak pas ober evel ma vez graet e peurunvan, evel en holl skriturioù, evit un nebeud gerioù, gant barrennigoù stagañ (« end-eeun », « a-hend-all », kemend-all ») ? Ha skrivañ « raglavar », « drouglaouen », « izofiser », ha diwar neuze « askinivelezh » evel ma veze graet e KLT gwechall, dres evel ma vez skrivet « kroashent » gant gwir abeg, savet koulskoude a-ziwar kroaz+hent. Ur pennad zo e vezer o terc’hel start hag ingal da skrivañ an dibennoù diwar emglev (conventionnel) enep ar pezh a vez lavaret, a-wechoù enep ar pezh a zo er yezh e gwirionez alies », emezañ. 

Echuet hon eus ar staj gant ul labour pleustrek, ha neuze lennet ur pennad. Lod o deus kavet gwall ziaes lakaat ar pezh hor boa studiet da dalvezout ! Evel ma lâre Jean-Claude Ruyet, ret eo gourdoniñ en un doare reoliek ma fell deomp koll ar plegoù fall ha tapañ ar plegoù mat !  

Dernière mise à jour : ( 29-05-2009 )