Implijout ar video

 

RUMMAD VIDEO

A-hed ar sizhunvezh e labouro ur strollad “Video” war-dro krouidigezh ur film berr. Pep prantad ar film a vo un digarez evit labourat war ar yezh skrivet ha komzet.E fin ar sizhun e vo diskouezet ar film d’ar stajidi all.

 

Pal ar strollad :  sevel ur film berr (war-dro pemp munutenn).

·       Ijinañ ha skrivañ un istor

·       C’hoari ha filmañ anezhañ (pep hini a c’hoario hag a filmo)

·       Sevel ar film war un urzhiater evit reiñ ster d’an istor dre urzh ar skeudennoù hag ar sonerezh

 

Binviji a vo implijet :

·       Kamera niverel

·       Ur poellad aes

 

Implij amzer ar sizhunvezh :

·       Dilun mintin : poelladennoù gant ar c’hamera

·       Dilun goude merenn, dimeurzh :  ijinañ ha skrivañ an istor war ur mod sinema (story-board, divizoù...)

·       Dimeurzh ha dimerc’her :  c’hoari ha filmañ

·       Diriaou ha digwener :  frammañ

 

Abadenn diskouezet d’an holl.

Lakaet e vo an abadenn war lec’hienn KEAV.

                     ---------------------------------------------------------- 

DIWALLIT

 

 

Ar stajidi o devo dibabet ar rummad kentelioù war implij ar video a  heulio ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun. N'o devo kentel all ebet.

 

Kadarnait ho tibab dre bostel.

 

Dernière mise à jour : ( 24-05-2009 )