|
Devezh-studi C'hwevrer 2010 |
|
KAMP ETREKELTIEK AR VREZHONEGERION a ginnigo un devezh-studi AR BREZHONEG EUS BRO-GERNE-IZELDA VRO-GWENED-IZELD'ar sadorn 20 a viz C'hwevrer 2010 e Kreizenn an Amzer Nevez 56270 SOE – PLAÑVOURAmañ-dindan e kavoc’h roll an devezh hag ur follenn enskrivañ- Adalek 9.30 eur : Degemer ha banne kafe- Da 9.45 : Gant Lukian KERGOATEtre levezon ar Gwalarn (Leon ) hag ar Gevred (Gwened) : Brezhoneg Kerne-Izel, ur rannyezh ha n'eo ket bet lakaet biskoazh da standard.Genidik eo Lukian Kergoat eus Plogoneg. Kelenner brezhoneg ha yezhoniezh e Skol-Veur Roazhon eo bremañ. Kalz a studiadennoù zo bet savet gantañ hag en o zouez labourioù war fonologiezh ar brezhoneg.E Kemper emañ o chom.Da 12.30 : MerennDa 2 eur : Gant Pêr-Yves KERSULEGHeñveliezh ha disheñveliezh etre brezhoneg Bro-Gerne-Izel ha Bro-Gwened-Izel : Pouez-mouezh, vogalennoù, kensonennoù, geriaoueg.Ur sell war ar pezh a zo "arkaik" er yezh.E-kichen Banaleg emañ Pêr-Yves o chom ; e dad a zo eus Skaer hag e vamm oa eus Koloreg. Abaoe pell emañ oc'h ober ul labour dastum e Bro-Genre (izel ha kreiz) hag e Bro-Gwened (izel hag uhel). Un dezenn emañ o prientiñ war ar brezhoneg. Kelenner eo e Kemper hag e Kemperle.Displeget e vo ar c'haozeadennoù diwar harp enrolladurioù ha kartennoù diskouezet gant ur videobanner.Tro 5 eur - 5.30 eur : bilañs an devezh staj.Priz an devezh : 22 € (frejoù pedagogel ha pred)Evit en em enskrivañ : Da gas da : KEAV 22 hent Mouliouen 29000 KEMPER - Pgz 02 98 95 59 31Pe dre bostel :
Cet e-mail est protégé contre les robots collecteurs de mails, votre navigateur doit accepter le Javascript pour le voir
ANVANV BIHANCHOMLEC'HPgz : Postel :A
|
|
Dernière mise à jour : ( 02-02-2010 )
|