Kinnig 2009

 

PELEC'H E VO KEAV ER BLOAZ-MAÑ ?

 

Kamp-hañv KEAV a oa bet dalc'het en Nivod e 2008  : soñj hoc'h eus ne c’helle ket Ti-Kêr Skaer degemer hon staj ken met bod hor boa kavet e Lopereg e Skol-Labour Douar hollvrudet an Nivod. Brav oa al lec’h, bras e oa ar skol, gant lojeiz a-zoare (met ker a-walc’h deomp pa geñverier gant Skaer...). Ret e voe deomp ober anaoudegezh gant brezhonegerien ar c'hornad evit skoulmañ darempredoù ganto. Kalz a labour a-dra-sur met deuet oamp a-benn da sevel ur rouedad tud evit ur c'henlabour efedus.

Ne oamp ket fallgontant gant Skol Labour-Douar an Nivod. An holl a seblante laouen koulz tud an Nivod ha ni, setu ma soñje deomp e vefe dalc'het Kamp hañv KEAV el lec'h-se e 2009. Siwazh, feurmet eo bet er memes mare d'ur strollad niverusoc'h egedomp evit ur prantad hiroc'h.

Ha ni da adkregiñ gant al labour enklask, eta, evel gwechall da vare Vefa de Bellaing, Langleiz ha Ronan Huon !

Kavet hon eus, ul lec'h prest d'hon degemer : Skol Labour-Douar ha Liorzhouriezh Kastellin. Bras eo ar skol, lec'hiet mat, salioù klas niverus, lojeiz hag ur gegin a-zoare.

Ne vimp ket en ur vro pell-tre eus hini warlene ar wech-mañ, hag emichañs e c'hellimp implij en-dro an darempredoù hor boa skoulmet gant tud tro-dro d'an Nivod en hañv tremenet. Labour dirazomp ur wech ouzhpenn eta !

Se ne viro ket ouzhimp a ginnig oberezhioù liesseurt d'hon stajidi hag ouzhpenn kentelioù war ar c'hoariva ha war an doare da implijout ur video ha sevel ur film berr e brezhoneg, e vo kinniget daou rummad kentelioù nevez ar bloaz-mañ :

Ur rummad Distagadur – pouez-mouezh : labourat da wellaat an doare da gaozeal war diazez ar fonologiezh, pleustradennoù. Kinniget e vo er sizhun gentañ.

Ur rummad « Levrioù evit ar vugale », kaset en-dro gant ar gevredigezh Hipolenn : 4 stal a vo kinniget bemdez : treiñ albomoù, sevel c'hoarioù, sevel un abadenn lenn, distagañ ha kontañ istorioù. Ur stal maketenniñ a vo ivez evit an dud dedennet gant an urzhiataerezh. Pal ar stummadur : kas al lenn brezhoneg war-raok e-touez ar vugale. Kinniget e vo en eil sizhun.

Estreget ar c’hentelioù, ne zilezimp ket an oberezhioù o doa graet berzh er bloavezhioù tremenet evit lakaat ar stajidi d’ober gant ar brezhoneg er-maez eus framm ur c’hlasad boutin, abalamour d'ar brezhoneg da vezañ, ouzhpenn un danvez studi, ur benveg daremprediñ hag a glot gant an endro hag ar vuhez a-vremañ. 

Bezomp holl e Skol Labour-Douar ha Liorzhouriezh Kastellin e miz Gouere a zeu !

 

 

 

Dernière mise à jour : ( 13-03-2009 )