|
Kalz a dud o deus bet ur roll a bouez e buhez KEAV, daoust d'o anv da vezañ dianav da galz tud, Per Penneg a zo unan eus ar re-se. Amañ dindan e kavor an danevell eus e vuhez.
PER PENNEG Ganet e oa e Rekourañs (Brest) e 1921, ha mervel a reas e Nîmes e 1991. Ne oa ket bet desavet e brezhoneg met bevet en doa en un endro brezhoneger eus kostez e dad kozh, a oa eus Kraozon hag en doa bet desket brezhoneg ez yaouank. Graet en doa e studioù e Brest, e Lise Sant Loeiz, hag eno e c’hounezas ar vachelouriezh a-raok mont war e studi da Roazhon. Ret e voe dezhañ chom a-sav gant e studioù abalamour d’an droug skevent, ha neuze mont d’ur sanatoriom (1940-1946). N’en deus ket bevet e Breizh ken, tapet ma oa da vat gant ar boan-skevent. Kement-se avat ne viras ket outañ a ober studioù uhel, er c’hontrel : kelenner skol-veur war ar gwir e oa, ha studioù war ar saozneg, an istor hag an armerzh en doa graet ivez. Etre ar bloavezhioù 1949 ha 1954 e voe ret dezhañ mont en-dro d’un ti-yac’haat. Goude-se e labouras e Bro-Dunizia betek ar bloavezh 1960 ma’z eas da Grenoble, lec’h ma chomas mestr-skoazeller betek 81. Rankout a reas, abalamour d'e yec'hed ur wech ouzhpenn, ehanañ 4 bloaz a-raok mont e retred. Un den gouiziek bras e oa, lennet en doa kalz ha delc’her a rae soñj eus ar pezh a lenne, ur mestr e oa war al lennegezh, lennegezh ar bed a-bezh ! Labouret en deus kalz gant SADED (Strollad An Deskadurezh Eil Derez)¹ evit sevel pennadoù skiantel e brezhoneg. Skrivet en deus ivez un toullad pennadoù ha notennoù en Al Liamm, war ar broioù bihan dreist-holl. Kalz a Vretoned divroet o deus gellet deskiñ brezhoneg a-drugarez dezhañ e JEB (Jeunesse Etudiante Bretonne) pa oa e Grenoble, lec'h ma roe kentelioù noz. A-hed ar bloavezhioù e veze e KEAV pa veze yac’h a-walc’h da gelenn, da ren kendivizoù, ha Ronan Huon en doa goulennet digantañ kemer e blas ur pennadig moarvat er bloavezhioù 71-72. Daoust d’ar c’hleñved e oa Per Penneg un den laouen, “a conversation man” evel ma lâr ar saoznegourion. Evit gouzout hirioc'h, lennit niverennoù Al Liamm 267-268 ha 269, pe Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien gant Lukian Raoul (embannadurioù Al Liamm). 1 - Un aozadur savet er bloavezhioù 1962-63 hag a rae kentelioù dre lizher war danvezioù a veze kelennet er skolioù eil derez : jedoniezh, fizik ha kimiezh, douaroniezh …. |