spacer.png, 0 kB
Advertisement
spacer.png, 0 kB
Donemat arrow ISTOR KEAV arrow Vefa de Bellaing
Vefa de Bellaing PDF Print E-mail

Vefa de Bellaing eo an hini he deus labouret ar muiañ evit KEAV : emañ e-touesk ar re a "ijinas" KEAV gant Langleiz ha Ronan Huon hag a labouras abalamour da GEAV da chom bev goude m'o doa kuitaet Langleiz ha Ronan Huon  o c'harg. Setu amañ da-heul un darn eus he buhez stourmerez.

 

 

VEFA DE BELLAING

Ganet e oa Vefa de Bellaing e 1909 e Karaez, ha marvet e 1998 d'an oad a 89 bloaz. Bet eo unan eus diazezerion KEAV. En em gavet e oa gant Ronan Huon ha Langleiz en ur c'hamp aozet gant Bodadeg ar Sonerion (BAS) lec'h ma kelennent brezhoneg d'ar stajidi. Goude ar staj-se, abalamour ma kave dezhe e oa re vihan plas ar brezhoneg, o doa divizet sevel ur c'hamp penn-da-benn e brezhoneg. Kregiñ a reas he labour evit KEAV adal 1948 ha kendelc'helra reas betek ar bloavezhioù 1970.

Vefa de Bellaing ne oa ket anezhi ur vrezhonegerez a-vihanig. En he familh, den ne ouie brezhoneg. He mamm ne oa ket Breizhadez, he zad avat, na pa ne ouie ket brezhoneg kennebeut, a oa brogarour hag a zaremprede  tud an Emsav kozh. Adal ar bloavezhioù 25 e tremene he vakañsoù e Kerglof, e-kichen Karaez : da neuze e veze brezhoneg gant an holl war ar maez. En em dommet e oa ouzh ar yezh hag ouzh ar sevenadur pobl n'anaveze ket betek-henn. Graet he doa he soñj deskiñ ar yezh, ha gant se heuliet kentelioù Skol Ober renet da neuze gant Marc’harid Gourlaouen. A-benn mont pelloc’h en he studi ha pleustriñ ar pezh he doa desket el levrioù, e kemeras perzh er c'hampoù a veze aozet e Milin Pennfoull e 1938-1939. Eno e komprenas « pegen pouezus e oa kaout ul lec'h ma vefe bodet ar re a zeske brezhoneg ha brezhonegerion a-vihanig » (e levr Anna ar Beg : KEAV, ar bloavezhioù kentañ 1948-1957). Diwar neuze e voe gouestlet he buhez penn-da-benn d'ar brezhoneg.

Ouzhpenn he labour evit KEAV e kemeras ur bern labourioù war he chouk. Pa’z eas Marc'harid Gourlaouen da Anaon e kemeras he flas e penn Skol Ober. E 1962 e savas Oaled Abherve e Sant Brieg. Levraouegerez a vicher e oa, arzourez ivez, skrivet he deus barzhonegoù, danevelloù ha pennadoù berr pe studioù embannet war Al Liamm  (sellet ouzh pennad R. Huon,  Al Liamm niv. 308-309). Difazierez e oa ivez evit Skol Ober, Al Liamm... Seniñ a rae violoñs alto (e « Conservatoire » Naoned e oa bet) hag unan eus e labourioù pennañ e voe he geriadur, Dictionnaire des compositeurs de musique en Bretagne, war-lerc'h meur a vloavezh enklaskoù diaes, ul levr e galleg diwar-benn sonerien Breizh hag a oa bet goulennet gant Skol Uhel ar Vro.

Petra e oa he labour e KEAV ? Ul labour ramzel. Paneveti ne vefe bet netra. He dalc'husted, he nerzh labour a c'heller kaout un tañva anezho pa lenner ar rentaoù-kont pe al lizhiri a eskemme gant he c'henlabourerien. Ha mat eo degas da soñj e veze dalc'het ar c'hamp en ul lec'h disheñvel bep bloaz. Ret e oa kavout ur skol ma c'helled degemer ar stajidi a veze maget ha lojet enni. Skrivañ lizhiri (ne veze ket graet kalz gant ar pellgomz da neuze), gweladenniñ skolioù (ne oa ket aes diblas !) a gemere kalz a nerzh hag a amzer. Diaesoc'h-diaes e oa hag a-benn ar fin e voe divizet en em staliañ da vat e Skaer : neuze hepken e kredas dilezel he c'harg tamm-ha-tamm, hogen daoust ma ne oa ket yaouank na yac’h ken e veze ingal er c'hamp bepred. Ober a rae war-dro ar bruderezh, an enskrivadurioù ha buhez KEAV e-pad ar bloaz. Ur c'hannadig a zeue er-maez div wezh ar bloaz (1953→1968), En ur C'hortoz an Eost  (a-raok ar c'hamp) ha Skol Hañv  (goude ar c'hamp). E-pad ar c'hamp e oa ur vaouez hegarat ha karadek a ouie degemer, frealziñ an dud nevez en em gavet er c'hamp, ha lakaat anezhe en o aez. Hi eo a genurzhie an traoù, gant Ronan Huon da zigentañ ha  Paol Kalvez goude.

Pa zilezas he c'harg er bloavezhioù 75 e oa un tamm dilañs gant KEAV evit abegoù a bep seurt met fiziañs he deus bet er re yaouank a oa o tont war he lerc'h, gouiet he deus o sikour ha lakaat en o daouarn ur benveg gouest d’en em ober diouzh ar redioù nevez ha da gendelc'her betek an deiz a hiziv. N'ankouae ket KEAV evit kello-se peogwir e veze er c'hamp ingal da-geñver ar bodadegoù ma veze pedet difazierion Skol Ober hag o skolidi a oa eno, pe da-geñver bodadeg Kevredigezh ar Skrivagnerion.

Nevesaat Diwezhañ ( Thursday, 29 December 2011 )
 
< Araok   Goude >
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB