spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
Bienvenue arrow ISTOR KEAV arrow Ronan Huon
Ronan Huon Convertir en PDF Version imprimable Suggérer par mail
 Ronan Huon en deus savet ha roet lañs da GEAV, asambles gant Vefa de Bellaing ha Xavier de Langlais. Amañ e kavor ur pennad berr diwar-benn e stourm evit ar brezhoneg hag e labour evit KEAV.

Ronan Huon

 

 

 

Ganet eo Ronan Huon e 1922 e Saint Omer ha marvet e 2003 e Sant Mark e Brest, d'an oad a 81 bloaz eta. Rener KEAV eo bet adalek 1953 (kemer a reas plas Langleiz) betek ar bloavezh 1966 ma tilezas e garg. Ne oa ket brezhoneger a-vihanig daoust d'e dud da vezañ brezhonegerien, hogen tommañ a reas d'ar brezhoneg pa yae war ar maez 'kostez Montroulez : eno eo e teskas ar yezh gant e gendirvi hag e eontred. Ober a reas anaouedegezh gant an Emsav dre hanterouriezh ur mignon a oa gantañ er skol e fin ar brezel. Abred-tre eta e tivizas e vefe ar brezhoneg yezh e breder ha yezh e galon : ouzhpenn e labour evit KEAV e voe rener Al Liamm - Tir na Nog  (ur gelaouenn hollvrezhonek) adal 1948, ha da-heul rener un ti-embann – Al Liamm e anv ivez – hag a embannas an darn vrasañ eus ar skrivagnerion vrezhonek. E 1950 e timezas gant ur vrezhonegerez eus Bro-Gwened, Elen ar Meliner ; desavet o deus o fevar bugel e brezhoneg.

N’en deus ket skrivet kalz e-unan a-benn ar fin : ul levr barzhonegoù (Evidon va-unan), ha daou zastumad danevelloù (An Irin Glas hag Ur Vouezh er Vorenn), na pa oa gantañ un doare nevez da skrivañ an danevelloù – met broudañ reoù all da skrivañ, dizoloeiñ ha frealziñ skrivagnerion nevez a reas dreist-holl, ha sikour anezho da skrivañ. Graet en deus war-dro kreskiñ al lodenn galleg/brezhoneg e geriadur R. Hemon. Ur vuhez gouestlet penn-da-benn d'ar brezhoneg eta.

Setu ar pezh a skrive diwar-benn krouidigezh KEAV : « E 1947 e oamp en em gavet e kamp ar BAS (Bodadeg Ar Sonerien) e Sarzhav. Ar c'hamp breizhat nemetañ e oa d'ar c'houlz-se. Eno e kelennen brezhoneg d'ar re a felle dezho. Hogen, ni, brezhonegerion, a gave deomp e oa re a c'halleg er c'hamp ha komzet hor boa a-gevret, Langleiz, Vefa de Bellaing ha me diwar-benn se. Deut e oa neuze d'hor soñj sevel ur c'hamp all ma vije e bal deskiñ ha komz hor yezh. Moarvat hor boa divizet meur a wech war ar gudenn. Em eñvor en em welen gant Vefa en tren o sevel raktresoù. Perak en tren ? N'ouzon ket, dre ma plij din an trenioù marteze. Vefa de Bellaing a lavar din avat e oa dindan ar gwez avaloù ! » Gwir pe get, er bloaz war-lerc'h, e 1948, e voe dalc'het kentañ Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e Kleder, dindan renerezh Langleiz. Petra e oa labour Ronan Huon er c'hamp ? Al labour prientiñ en a-raok a veze graet gant Vefa de Bellaing, ha Ronan Huon a rae war-dro ar c'hamp e-pad an 10 pe 15 devezh ma pade. Jubennour gant ar Gembreiz a oa niverus-tre er c'hampoù kentañ, kelenn, ober prezegennoù, aozañ an dudiamantoù, degemer ar berzhidi hag ar gouvidi, reiñ buhez d'ar c'hamp, aozañ an « noson llawen » gant kanaouennoù (lod savet war ar prim) pe pezhioù c'hoari berr – sede 'oa labour ar rener. Pedet e veze skrivagnerien (Yeun ar Gow, Jarl Priel, Maodez Glanndour, Loeiz Herrieu...), hag aozet e veze abadennoù gant tud ar vro. Koll a rae 5 pe 6 kilo e-pad ar c'hamp !

Dilezel a reas e garg a rener e 1966, goude n’en doa kavet den ebet da gemer e lec'h. Pa gomze eus e genlabour gant Vefa de Bellaing e lavare pegen aes e oa bet o c'henlabour, an eil o harpañ egile. Hi an hini eo a sammas ar brasañ eus al labour war e choug, gant sikour Per Penneg, Yann Talbot ha Paol Kalvez. Daoust da se n'eo ket bet dihanet Ronan Huon da gemer perzh er c'hampt, dreist-holl p'en doa divizet reiñ buhez en-dro da gKevredigezh ar Skrivagnerion (savet gant Jarl Priel hag eñ e 1954) o vodañ ar skrivagnerion hag o lennerion e KEAV.

Dernière mise à jour : ( 14-05-2008 )
 
< Précédent   Suivant >
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB