|
Paol Kalvez a zo bet unan eus ar re a zo bet e penn KEAV e-pad meur a vloavezh. Amañ e kavor ur pennad berr a gont ul lodenn eus e vuhez a emsaver hag e labour evit KEAV.
PAOL KALVEZ Paol Kalvez zo bet ganet e Lokournan, e-kichen Brest, er bloaz 1924. Mañsoner a oa e dad, e vamm a oa o terc’hel ispisiri ha tavarn er vourc’h. Bevet en deus e vugaleaj, betek an oad a 13 vloaz, en un endro brezhoneger penn-da-benn, pa oa c'hoazh ar Brezhoneg yezh an eskemmoù pemdeziek boutin hag ar yezh nemeti a rae an dud ganti – war-bouez un noter, ur skolaer pe ur medesin bennak. Abred e kollas e vamm hag e dad, ha desavet e voe neuze gant ur voereb ha ne ouie ket a c’halleg pe dost, hag a oa kristen-tre. Ar brezhoneg a oa eta e yezh kentañ. Goude studioù hir e-maez ar vro (Okitania ha Tunizia diwezhatoc’h), ma teskas latin, lennegezh c’hallek, doueoniezh, prederouriezh a-benn dont da vezañ misioner, e voe ret dezhañ mont da soudard e 1943, betek 1945 ma voe disoudardet. Ne c’hellas ket mont da visioner avat. Distreiñ a reas da Vreizh ha klask a reas dont da vezañ beleg. Nac’het e voe ivez. Neuze e tistroas d’an arme hag e voe kontaour e Roazhon. E Kemper e kejas evit ar wech kentañ gant tud eus an Emsav hag adal neuze e ouestlas e vuhez d’ar stourm evit ar brezhoneg betek hiziv an deiz. Dimeziñ a reas d'un Uhelvreizhadez hag a zeskas e yezh, ha desavet e voe o daou vugel ganto e brezhoneg. A-douez traoù all e labouras kalz Paol Kalvez evit KEAV : evel kelenner er c’hampoù kentañ, arc’hantour da c’houde e-pad bloavezhioù. Labourat a reas kalz gant SADED hag a ziwanas e darempred gant KEAV –ur pennad, adalek 1963 betek 1967.Fiziet e voe enne kentelioù al live uhel. Klasket en doa ober kemend-all gant Skol An Emsav er bloavezh-skol 1970-71. Diwar e atiz e voe labouret hardi war ar c’hentelioù 4re klas : kentelioù jedoniezh, kentelioù bevoniezh ha kentelioù brezhoneg kevatal d’ar c’hentelioù war ar galleg a oa er pevare klas2. E KEAV, e roll a zeuas da vezañ pouezusoc’h pa guitaas Ronan Huon e garg er bloavezh 1972 ; pa ne oa prest den da gemer plas hemañ, e oa P. Kalvez e gwirionez an hini a oa e penn ar c’hamp gant Vefa de Bellaing. Daoust ma ne oa ket rener en ofisiel, eo war e choug e kouezhe al labour kenurzhiañ, ul labour diaesoc’h-diaes e-tro ar bloavezhioù dek-ha-triugent-se. Kenaozet e voe kamp 1974 asambles gant Skol-an-Emsav, ar bloavezh-se nemetken. Kenderc'hel a reas e labour gant Vefa de Bellaing betek 1977 ma tivizas lezel e garg da vat. Goulennet e voe digant tud yaouank da gemer plas ar re o doa kaset al labour war-raok e-pad tost da 30 vloaz. Ar gevredigezh a cheñche, an doareoù da vezañ hag an endro politikel, ul labour all a groge evit ar skipailh yaouank a ranke en em ober diouzh kement-se... Paol Kalvez a gendalc’has gant e hent : troet war-du ar gristeniezh, ar brederouriezh, ar vuhez speredel, pep tra e brezhoneg evel-just ... |