spacer.png, 0 kB
Advertisement
spacer.png, 0 kB
Donemat
Rentañ-kont skol-hañv 2010 PDF Print E-mail

Aman e kavor, ouzhpenn ar rentan-kont, ul liamm hag o kaso betek ar skeudennoù a c'hellor enroll war ho urzhiataer. Burzhudus neketa ? Ha ma vefe bet lonket ganeoc'h ho ker-tremen? Skrivit deomp hag e vo roet deoc'h en-dro.


KEAV 2010

E skol labour-douar ha liorzhouriezh Kastellin e oa Kamp KEAV ar bloaz-mañ en-dro, ur skol oamp bet plijet-tre ganti warlene. Ar sizhun gentañ e oa dek stajiad ha pevar-ugent hag ugent den bennak o kelenn pe oc'h ober war-dro ar c'hamp. Bez e oa pevar bugel warn-ugent ouzhpenn ha c'hwec'h monitour oc'h ober war o zro. Brav e oa an amzer evit cheñch eus warlene.

C'hwec'h strollad gant kentelioù "klasel" a oa evel kustum ha kinniget  ez eus bet rummadoù kentelioù arbennik ouzhpenn : ur rummad distagadur pouez-mouezh gant tri c'helenner evel ar bloaz tremenet, hag ur rummad "sevel ur sitcom" gant daou zen a vicher. Tro hon eus bet da welet labour ar skipailh e-kerzh ar veilhadeg dibenn-staj.

Eil sizhun : un tamm nebeutoc'h a dud :  muioc’h eget tri-ugent stajiad a oa memestra (ha kalz a startijenn ganto !), eizh bugel, hag ur pemzek den bennak ouzhpenn evit ober war-dro ar stajidi bras ha bihan. An amzer avat ne oa ket eus ar c'hentañ !

Pevar strollad kentelioù yezh nemetken, met tri strollad ouzhpenn gant ur rummad DPM 2 ("distagadur ha pouez-mouezh"), un heuliad d'ar pezh a oa bet graet ar sizhunvezh a-raok, ur rummad "kazetenniñ" a c'heller lenn e bennadoù war ar gelaouenn Ya niverenn 268, Gwener 23 a viz Gouere, hag ur rummad "video" a voe gwelet o filmoù da genver ar veilhadeg dibenn-staj hag a vo war hon lec'hienn dizale.

Estreget kentelioù a vez e KEAV hag ar bloaz-mañ adarre en deus kinniget Strollad ar Vro Bagan deomp o fezh-c'hoari holl vrudet "Divroa". An eil sizhun e oa tro Strollad Kastell da ginnig deomp daou bezh-c'hoari farsus, "Kadiad" hag "En ospital".

Bep sizhun oamp bet o welet tud eus ar vro. Brezhonegerien nevez a oa bet kavet ha lakaet war hon listenn.

Stalioù labour a oa bet ivez evel ma reomp abaoe un toullad bloavezhioù (ober krampouezh, mont da vale bro war droad, skrivañ pennadoù evit Wikipedia,·kayakiñ,·keginañ bezhin, hag ouzhpenn ar bloaz-mañ : ur sell war ar c'herneveg, un stal dizoloiñ ar c'hregin hag ar bezhin war vord ar mor, ur strollad treiñ goulennoù evit ur c'hoari (geuc'h), origami (sevel traoù ha loened gant paper a vez ret plegañ), kan ha dañs. Ar strollad video en doa kinniget filmoù berr o tiskouez  buhez pemdez ar c'hamp / filmet war an tomm gant ar stajidi e-doug ar sizhun.

Evel-just e oa fent ha birvilh en-dro da davarn KEAV bep noz, ha bez e oa kanaouennoù, dañs, c'hoari ar c'hartoù, baby foot, ping-pong hag ur c'hoari Geuc'h (goulennoù evit ur C'hampion) en deus graet kalz berzh. Echu kamp hañv 2010, setu bremañ ar goulenn evel warlene, pelec'h e vimp a benn bloaz pe gwelloc'h evel ma c'houlenn lod deus ar stajidi ha tud zo : "Pelec'h vo Kamp Skaer ar bloaz a zeu" ? Den ne oar c'hoazh !

Ma fell deoc'h gwelet ar skeudennoù [klikit aman ]  Na zisonjit ket ar ger tremen bet roet deoc'h hep pik na skej. An holl skeudennoù a zo bet kemeret gant Mael Ar Foll.

Nevesaat Diwezhañ ( Monday, 06 September 2010 )
 
< Araok   Goude >
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB