spacer.png, 0 kB
Advertisement
spacer.png, 0 kB
Donemat
nullet PDF Print E-mail
Setu amañ rentañ kont kamp hañv KEAV 2010 bet dalc'het e Kastellin, e Skol Labour douar ar Stêr Aon

E skol labour douar Kastellin e oa ar c'hamp ar bloaz-mañ endro, ur skol oamp bet plijet tre ganti
warlene c'hoazh.


Ar sizhun gentañ e oa dek ha tri ugent stajiad, ugent den bennak o kelenn pe e oc'h ober war dro ar c'hamp, daou-warn ugent bugel. Brav e oa an amzer evit chench eus warlene.

Pemp strollad gant kentelioù "klasel" evel kustum, ha obererezhioù arbennik, kentelioù distagadur pouez-mouezh gant tri c'helenner evel ar bloaz tremenet , hag ur strollad "sevel ur sitcom" gant un den a vicher. Tro hon eus bet da welet labour ar skipailh da genver ar veilhadeg dibenn staj.

·

Eil sizhun : un tamm nebeutoc'h a dud, tri ugent stajiad, eizh bugel, un ugent den bennak ouzhpenn evit ober war dro ar stajidi bras ha bihan. An amzer avat ne oa ket eus ar c'hentañ !

Pevar strollad nemetken , met tri strollad ouzhpenn gant ur strollad DPM 2 (distagadur ha pouez-mouezh", un heuliad d'ar pezh a oa bet graet ar bloaz tremenet, ur strollad "kazetenniñ" ha c'heller lenn e bennadoù war ar gelaouenn Ya niverenn 268, Gwener 23 a viz Gouere hag ur strollad "video" a voe gwelet o filmoù da genver ar veilhadeg dibenn staj ha war hon lec'hienn dizale. Estreget kentelioù a vez e KEAV ha ar bloaz-max adarre en deus Strollag ar Vro Pagan kinniget deomp o fezh c'haori holl vrudet "Divroa". An eil sizhun e oa tro Strollad Kastell da ginnig deomp daou bezh c'hoari farsus, "Kadia"ha "En ospital".


Beb sizhun oamp bet o welet tud eus ar vro. Tud nevez a oa bet kavet ha lakaet war hon listenn. Stalioù labour a oa bet ivez evel ma reomp abaoe un toullad bloavezhioù (ober krampouezh, mont da vale bro war droad, skrivañ pennadoù evit Wikipedia,· kayakiñ,· keginañ bezin, traoù nevez, ur sell war ar c'herneveg, un stal dizoloiñ ar c'hregin hag ar bezin war vord ar mor, ur strollad treiñ goulennoù evit ur c'hoari( geuc'h), origami (sevel traoù ha loened gant paper a vez ret plegañ), kan. Ar strollad video en doa kinniget· filmoù berr o tiskouez vuhez pemdez er c'hamp filmet war an tomm e doug ar sizhun gant ar stajidi. Eveljust e oa fent ha birvilh en dro da davarn KEAV bep noz, ha bez e oa kanaouennoù, dans, c'hoari ar c'hartoù, baby foot, ping-pong hag ur c'hoari Geuc'h (goulennoù evit ur C'hampion) en deus graet kalz berzh.

Echu kamp hañv 2010, setu bremañ ar goulenn evel warlene, pelec'h e vimp a benn bloaz , pe gwelloc'h evel ma c'houlenn lod stajidi a-gozh : "Pelec'h vo Kamp Skaer ar bloaz-mañ" ? Den ne oar c'hoazh !




Nevesaat Diwezhañ ( Wednesday, 18 August 2010 )
 
< Araok   Goude >
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB