|
SEVEL UR VIDEOMont war- raok gant ar brezhoneg oc’h implij anezhañ evit sevel filmoù berr. Ul labour a-stroll zo un digarez evit eskemm e brezhoneg ha labourat dre skrid ha dre gomz, (ar gelennerien a sikouro). Labour ar sizhunvezh zo sevel kelfilmoù diwar benn a bep seurt danvezioù (buhez e Keav, buhez Kastellin…), pe faltazioù bihan, hervez c’hoant ar stajidi Teknikoù disheñvel ‘vo desket. en o zouez : · filmañ, · lakaat ur vouezh « off », · frammañ ar film war un urzhiataer (reiñ ster d'an istor dre urzh ar skeudennoù, gant ar son hag ar sonerezh). Binviji a vo implijet : Ar pal zo sevel filmoù bihan gant biñviji ar stajidi. - Ar stajidi a labouro gant o biñviji : benvek skeudennoù boutiñ (gant ma c’heller filmañ gantañ), pe kamera ar familh, - ur poellad aes d‘ober gantañ. ------------------------------------------------------------------------------------------- ANV : Lennet em eus program ar c’hentelioù Sevel ur video ha kadarnaat a ran va dibab da heuliañ ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun.
|