spacer.png, 0 kB
Advertisement
spacer.png, 0 kB
Donemat
DPMLiv2-2010 PDF Print E-mail

 

RUMMAD DISTAGADUR HA POUEZ-MOUEZH live DAOU

(LIVE DPM2 da heul al live DPM1)

 

E kerzh ar sizhunvezh DPM1 e labour ar stajidi evit anaout « muzik » ar brezhoneg, kompren ar sistem reolennoù diazez a zo dioutañ hag evit reiñ da glevet ar muzik-se.

Buhez e-leizh a zo lakaet er c’hentelioù dre studiañ a beb seurt skouerioù, dre bleustriñ war poelladennoù liesseurt ha dre reiñ d’ar stajidi an troioù evit kavout o hent o-unan ha reiñ da glevet o yezh dezho liv ur brezhoneg yac’h warni.

Er sizhunvezh DPM2 e c’hell ar stajidi mont pelloc’h eget « ar santout » hag « ar c’hompren » : kaset e vezont gant un hent evit dont asuroc’h dre ober hag adober asamblez gant tud all.

 

Palioù :

-         Reiñ d’an dud da glevet o mouez dezho o-unan pa vezont o tistagañ brezhoneg

 -        Ober dezho dielfennañ a-stroll ar pezh a roont da glevet

-         Ober d’an dud kavout/adkavout ar « referañs » a zo stag ouzh ar pezh a glaskont reiñ da glevet (peseurt son e vefe dleet klevet / penaos produiñ anezhañ)

-         Ober dezho pleustriñ war an ober hag an adober;

 

Danvez :

-         an distagañ : nerzh / hirder / uhelder

-         an taolmouezhiañ : nerzh / hirder / uhelder

 

Mod ober :

-         Labouret e vez war un danvez skrivet ha prest dija (pennadoù kaoz tennet eus filmoù, kontadennoù, sketchoù, …) ha klask c’hoari pezh diwar an danvez-se. Labouret e vez war an distagañ/taolmouezhiañ e-skeud sevel abadennigoù bihan c’hoariet gant ar stajidi hag enrollet/filmet goude (e-giz advouezhiañ pennadoù tennet eus ur film, c’hoari ur sketch, dibunañ ur gontadenn, lenn war ar prim ur pennad kazetenniñ mod un abadenn tele …).

-         Reiñ d’an dud da glevet ur referañs bennak : enrolladennoù tennet eus filmoù ‘zo peotramant eus sketchoù distaget propr. E penn kentañ ar staj e vez pedet ur c’honter da zont evit kontañ traoù ha stagañ da labourat gant ar stajidi ha, diouzh ma vez tro, dont en-dro e fin ar staj evit klozañ anezhañ.

-         Labouret e vez daou ha daou pe tri ha tri war an danvez-se peb a sonenroller d’ar stajidi. Filmet e vez o labour beb an amzer.

-       Beb ar mare e vez adwelet a-stroll ar reolennoù diazez peotramant an diaesamantoù a zo bet lakaet war wel dre labourat.

----------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------

Anv :

Lennet em eus program ar c’hentelioù war an distagadur (live 2) ha kadarnaat a ran va dibab da heuliañ ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun

 

Nevesaat Diwezhañ ( Tuesday, 13 April 2010 )
 
< Araok   Goude >
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB