spacer.png, 0 kB
Advertisement
spacer.png, 0 kB
Donemat
DPMLiv1-2010 PDF Print E-mail

 

RUMMAD   DISTAGADUR HA POUEZ-MOUEZH (LIVE 1)

Dielfennañ hag anavezout diwar glevet ar perzhioù a ya d’ober muzik ar brezhoneg.

Reiñ da bep hini da glevet e vouezh hec’h-unan o klask produiñ peotramant adober ar perzhioù a zo lakaet war wel diwar skouerioù tennet eus dielloù liesseurt (filmoù, kontadennoù, ...).

Sikour pep hini da glask e hent ha “krediñ mont dezhi” betek reiñ da glevet ur muzik yezh ken tost eus ar brezhoneg ha ma c’hell bezañ.

Pal kentañ ar prantadoù labour a zo reiñ d’an dud da santout, da glevet ha d’ober  o-unan kentoc’h evit studiañ ar reolennoù a ya d’ober ar sistem yezh. Bep a sonenroller a vo gant ar stajidi evit labourat. (Pourchaset e c'hellont bezañ gant KEAV).

Ur roll eus neuzioù fonetik ar brezhoneg hag a vo gwelet ha pleustret mod pe vod warne a c’hallomp reiñ :

  • ar sistemoù pouezmouezhiañ e brezhoneg,
  • soniadoù ha skrivadoù,
  • elfennoù a fonetik,
  • distagañ ur vogalenn taolmouezhiet ha hir,
  • distagañ ur vogalenn taolmouezhiet ha berr, en ur ger unsilabennek, e gerioù taolmouezhiet war an eil silabenn diwezhañ ; kensonennoù gwan, kensonennoù kreñv,
  • anaout lec’h an taol-mouezh er gerioù e KLT klasel ; ar stropadoù gerioù a zo da vezañ distaget evel ur geriad hepken,
  • gouzout pe hir pe berr eo ar vogalenn er gerioù unsilabennek  ; sandhi  kensonenn/vogalenn ; sandhi  kensonenn/kensonenn, etre ar gerioù, etre rannoù ar gerioù e-barzh ur ger kenaozet,
  • roll ar sandhioù er  c’hemmadurioù diglok en anvioù-gwan war-lerc'h an anvioù-kadarn,
  • ar soniadoù : [e] / [ε]   ;    [γ] / [x] hag all… ,
  •  an taolioù-mouezh er frazenn…

 

   -------------------------------------------------------------------------------------

ANV :

Lennet em eus programm ar c’hentelioù Distagadur ha pouez-mouezh (live 1) ha kadarnaat a ran va dibab da heuliañ ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun.

 

Nevesaat Diwezhañ ( Thursday, 15 April 2010 )
 
< Araok   Goude >
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB