|
RUMMAD DISTAGADUR HA POUEZ-MOUEZH (LIVE 1)Dielfennañ hag anavezout diwar glevet ar perzhioù a ya d’ober muzik ar brezhoneg. Reiñ da bep hini da glevet e vouezh hec’h-unan o klask produiñ peotramant adober ar perzhioù a zo lakaet war wel diwar skouerioù tennet eus dielloù liesseurt (filmoù, kontadennoù, ...). Sikour pep hini da glask e hent ha “krediñ mont dezhi” betek reiñ da glevet ur muzik yezh ken tost eus ar brezhoneg ha ma c’hell bezañ. Pal kentañ ar prantadoù labour a zo reiñ d’an dud da santout, da glevet ha d’ober o-unan kentoc’h evit studiañ ar reolennoù a ya d’ober ar sistem yezh. Bep a sonenroller a vo gant ar stajidi evit labourat. (Pourchaset e c'hellont bezañ gant KEAV). Ur roll eus neuzioù fonetik ar brezhoneg hag a vo gwelet ha pleustret mod pe vod warne a c’hallomp reiñ : - ar sistemoù pouezmouezhiañ e brezhoneg,
- soniadoù ha skrivadoù,
- elfennoù a fonetik,
- distagañ ur vogalenn taolmouezhiet ha hir,
- distagañ ur vogalenn taolmouezhiet ha berr, en ur ger unsilabennek, e gerioù taolmouezhiet war an eil silabenn diwezhañ ; kensonennoù gwan, kensonennoù kreñv,
- anaout lec’h an taol-mouezh er gerioù e KLT klasel ; ar stropadoù gerioù a zo da vezañ distaget evel ur geriad hepken,
- gouzout pe hir pe berr eo ar vogalenn er gerioù unsilabennek ; sandhi kensonenn/vogalenn ; sandhi kensonenn/kensonenn, etre ar gerioù, etre rannoù ar gerioù e-barzh ur ger kenaozet,
- roll ar sandhioù er c’hemmadurioù diglok en anvioù-gwan war-lerc'h an anvioù-kadarn,
- ar soniadoù : [e] / [ε] ; [γ] / [x] hag all… ,
- an taolioù-mouezh er frazenn…
------------------------------------------------------------------------------------- ANV : Lennet em eus programm ar c’hentelioù Distagadur ha pouez-mouezh (live 1) ha kadarnaat a ran va dibab da heuliañ ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun.
|