 K.E.A.V.Skol-hañv 2009 PELEC’H ?Dalc’het e vo Skol-Hañv 2009 KEAV e Lise ar Stêr Aon (lise labour-douar ha liorzhouriezh) e Kastellin. PEGOULZ ? Div sizhuniad studi a vo kinniget er bloaz-mañ. Eus ar Sul 5 a viz Gouere da noz (da 7e noz evit an digor-kalon, da 8 eur evit koan) betek ar Sadorn 11 da greisteiz. Eus ar Sul 12 a viz Gouere da noz (da 7e noz evit an digor-kalon, da 8 eur evit koan) betek ar Sadorn 18 da greisteiz. Gallout a raer dibab dont d’ur sizhuniad studi hepken, pe d’an div. Degemeret e vo an dud adalek 6 eur goude merenn PETRA VO GRAET ER C'HAMP ? Eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e e c'helloc'h dibab etre : Sizhun gentañ hag eil sizhunvezh - Studiañ ar yezh e kentelioù aozet a rummadoù bihan
Pe : Sizhunvezh kentañ : Pleustriñ war ar c'hoariva : gant kenlabour ar gevredigezh C'hoariva (kaset e vo ar program deoc'h ma ve goulennet ganeoc'h). Distagadur – pouez-mouezh : labourat da wellaat an doare da goazeal war diazez ar fonologiezh, pleustradennoù (kaset e vo ar program deoc'h ma ve goulennet ganeoc'h).
Eil sizhunvezh :
Hag evit an holl : Da greisteiz : 1/2 eurvezh kan ha dañs diouzh kinnigoù ar gelennerien. Goude 5 eur (diouzh an deizioù) : mont da welet brezhonegerien eus ar vro, sportoù, kaozeadennoù, stalioù-labour a bep seurt, filmoù, pourmenadennoù, c'hoarioù. PEGEMENT ? (Priz evit ar c’hentelioù, boued, lojeiz hag all.) 240 Euro e kousto pep sizhuniad staj. Ret eo paeañ an hanter (120, pe 240 Euro diouzh ho tibab) a-raok dont ha kas ar chekenn gant ar follenn-enskrivañ da gKEAV. 200 Euro e kousto ur sizhuniad evit ar studierien hag an dud dilabour (kas an hanter : 100, 200 Euro, diouzh ho tibab). EVEZHIADENN Skol-hañv KEAV zo anezhi ur bodad tud laouen oc’h en em gavout asambles evit klevet hag evit komz brezhoneg e-pad ur sizhun pe div. Anez gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh studi pe zaou) n’hall ket staj KEAV dougen frouezh deoc’h. Degas a reomp da soñj d’an deraouidi e vez aozet stajoù evite er memes mare. Evit deoc’h kaout titouroù e c’hellit goulenn diganeomp. KENTAÑ HA DIWEZHAÑ EVEZHIADENN E GALLEGLe camp d’été de KEAV, c’est quatre-vingts, cent personnes heureuses de se rencontrer pour entendre et parler breton. Pour chacun, le faire c’est un choix, un plaisir : pour respecter cette volonté commune, chacun s’efforce de s’exprimer uniquement en breton. Cet effort est également un élément indispensable de l’apprentissage. Le stage de KEAV est connu pour cela. En s’inscrivant, chacun est donc conscient de l’engagement auquel il souscrit. LE BRETON EST LA SEULE LANGUE UTILISEE PAR TOUS AU COURS DU STAGE Ce stage ne peut profiter véritablement qu’aux personnes ayant des bases élémentaires suffisantes du breton. Nous rappelons qu’il existe des stages pour débutants à la même période. Pour d’éventuels renseignements n’hésitez pas à nous contacter.. Un niverenn stummadur dibaouez a zo gant KEAV (Formation continue) Petra zo da ZEgas ganeoc'h ?- ur sac’h kousket + ul liñsel (pe 2 liñsel ha pallennoù) - ur goubenner - peadra da skrivañ, ho yezhadur, ho keriadur, ur c’haier, ur sonenroller ha kement zo - na zisoñjit ket tapañ ho pinvioù-seniñ (gitar, bombard, binioù, telenn, banjo...), c’hoarioù (bouloù, paledoù...) - filmoù da ziskouez (e brezhoneg), pe dastumadegoù kanaouennoù, ha kement zo - dilhad ha botoù sport - dilhad neuial.
|