spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
Donemat arrow Bruderezh
skol-hañv2 2010 PDF Print E-mail

  Image

K.E.A.V.

Skol-hañv 2010

 

 

PELEC’H ?

Dalc’het e vo Skol-Hañv 2010 KEAV  e Lise ar Stêr Aon (lise labour-douar ha liorzhouriezh) e Kastellin.

 

PEGOULZ ?

 Div  sizhuniad studi a vo kinniget er bloaz-mañ. 

  • Ar sizhuniad 1añ (4/10)

Eus ar Sul 4 a viz Gouere da noz (da 7e noz evit an digor-kalon, da 8 eur evit koan) betek ar Sadorn 10 da greisteiz.

  •        Eil sizhuniad (11/17)

Eus ar Sul 11 a viz Gouere da noz (da 7e noz evit an digor-kalon, da 8 eur evit koan) betek ar Sadorn 17 da greisteiz.

 

Gallout a raer dibab dont d’ur sizhuniad studi hepken, pe d’an div.

Degemeret e vo an dud adalek 6 eur goude merenn

 

 PETRA VO GRAET ER C'HAMP ?

 Eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e e c'helloc'h dibab etre :

Sizhun gentañ hag eil sizhunvezh

    • Studiañ ar yezh e kentelioù aozet a rummadoù bihan

Pe :

  Diouzh ar sizhunvezh  dibabet ganeoc'h :

Sizhun gentañ

  • Pleustriñ war ur sitkom : Kompren, skrivañ aozañ, c'hoari

Pal ar sizhun a vo kompren petra eo ur sitkom ha gwelet an hentenn pazenn ha pazenn betek dont a-benn da sevel unan. Dizoloet e vo ar micherioù liesseurt a zo stag outañ : skrid-aozer, komedian, kinkler.

  • Distagadur – pouez-mouezh (live 1)

Labourat da wellaat an doare da gaozeal war diazez ar fonologiezh, pleustradennoù. Ar stajdidi a labouro evit anaout "musik" ar brezhoneg, kompren ar sistem reolennoù diazez a zo dioutañ, hag evit reiñ da glevet ar muzik-se.

Eil sizhun

  • Distagadur - pouez-mouezh  (live 2)

Mont a raio ar stajidi pelloc'h eget ar "santout" hag ar "c'hompren" : Laket e vint da bleustriñ war an distagañ / taol-mouezhiañ, dre labourat war un danvez skrivet ha prest dija (pennadoù kaoz tennet eus filmoù, kontadennoù, sketchoù....).

  • Deskiñ implijout ar video, sevel filmoù

Mont war-raok gant ar brezhoneg oc'h implij anezhañ evit sevel filmoù berr. A-hed ar sizhun e vo savet kelfilmoù diwar-benn a bep seurt danvezioù, (buhez e KEAV, buhez e Kastellin), pe faltazioù bihan.

  • Kazetenniñ

Ar pal zo stummañ tud hag a c'hello goude sevel pennadoù. Labouret  e vo war diazezoù ar c'hazetenniñ, aozañ emgavioù ha mont da welet tud ar vro, dastum danvez, sevel pennadoù.

  Dindan "Bruderezh" e kavoc'h program ar rummadoù kentelioù-se. 

Hag  evit an holl :

Da greisteiz : 1/2 eurvezh kan ha dañs diouzh kinnigoù ar gelennerien.

Goude 5 eur (diouzh an deizioù) : mont da welet brezhonegerien eus ar vro, sportoù, kaozeadennoù, stalioù-labour a bep seurt, filmoù, pourmenadennoù, c'hoarioù.

 

PEGEMENT ? (Priz evit ar c’hentelioù, boued, lojeiz hag all.)

250 Euro e kousto pep sizhuniad staj. Ret eo paeañ an hanter (125, pe 250 Euro diouzh ho tibab) a-raok dont ha kas ar chekenn gant ar follenn-enskrivañ da gKEAV.

220 Euro e kousto ur sizhuniad evit ar studierien hag an dud dilabour (kas an hanter : 110, 220 Euro, diouzh ho tibab).

 

EVEZHIADENN

 

Skol-hañv KEAV zo anezhi ur bodad tud laouen oc’h en em gavout asambles evit klevet hag evit komz brezhoneg e-pad ur sizhun pe div. Anez gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh studi pe zaou) n’hall ket staj KEAV dougen frouezh deoc’h. Degas a reomp da soñj d’an deraouidi e vez aozet stajoù evite er memes mare. Evit deoc’h kaout titouroù e c’hellit goulenn diganeomp.

 

 KENTAÑ  HA  DIWEZHAÑ  EVEZHIADENN

E GALLEG

Le camp d’été de KEAV, c’est quatre-vingts, cent personnes heureuses de se rencontrer pour entendre et parler breton. Pour chacun, le faire c’est un choix, un plaisir : pour respecter cette volonté commune, chacun s’efforce de s’exprimer uniquement en breton. Cet effort est également un élément indispensable de l’apprentissage. Le stage de KEAV est connu pour cela. En s’inscrivant, chacun est donc conscient de l’engagement auquel il souscrit.

LE BRETON EST LA SEULE LANGUE UTILISEE PAR TOUS AU COURS DU STAGE

Ce stage ne peut profiter véritablement qu’aux personnes ayant des bases élémentaires suffisantes du breton. Nous rappelons qu’il existe des stages pour débutants à la même période.

Pour d’éventuels renseignements n’hésitez pas à nous contacter..  

 

Un niverenn stummadur dibaouez a zo gant KEAV (Formation continue)

 

Petra zo da ZEgas ganeoc'h ?

ur sac’h kousket + ul liñsel (pe 2 liñsel ha pallennoù)

-  ur goubenner

-  peadra da skrivañ, ho yezhadur, ho keriadur, ur c’haier, ur sonenroller ha kement zo

na zisoñjit ket tapañ ho pinvioù-seniñ (gitar, bombard, binioù, telenn, banjo...), c’hoarioù (bouloù, paledoù...)

-  filmoù da ziskouez (e brezhoneg), pe dastumadegoù kanaouennoù, ha kement zo

dilhad ha botoù sport

- dilhad neuial.

 

 

Nevesaat Diwezhañ ( Thursday, 15 April 2010 )
 
< Araok   Goude >
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB