spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
Bienvenue arrow SKOL-HAÑV 2009
Staj an hanv e Kastellin e 2009 Convertir en PDF Version imprimable Suggérer par mail
Setu aman ur rentan-kont berr eus hon c'hamp hanv.

KEAV 2009 eil kinnig 2

E skol labour douar Kastellin e oa ar c'hamp ar bloaz-man, ur skol omp bet plijet ganti ken evit ar salioù skol, ar c'hambreier, ar salioù dour, ar sal debrin, ar boued hag an degemer.ar sizhun gentan e oa dek ha pevar ugent stajiad, ugent den bennak o kelenn pe e oc'h ober war droar c'hamp, pevar-war-n ugent bugel tri ugent stajiad, daouzeg bugel, un ugent den bennak ouzhpenn evit ober war dro ar stajidi bras ha bihan evit an eil sizhun. Pemp strollad gant kentelioù evel kustum, ha obererezhioù arbennik, kentelioù distagadur pouez-mouezh gant tri c'helenner (un taol aesa e oa), hag ur stal c'hoariva gant un den a vicher. Eil sizhun : un tamm nebeutoc'h a dud, peder strollad nemetken eta, ur strollad ouzhpenn gant ar gevredigezh Hipolenn e anv (e berr gomzoù, ur stal labour evit trein ha kontan istorioù d'ar vugale).Keav n'eo ket ur skol nemetken, estreget kentelioù a vez : c'hoariva da skouer. Ar sizhun gentan, endoa Strollad Plougin kinniget deomp e sal c'hoariva kreiz kêr, An daou zen lent ha Ene Kargedoull.Strollad Ploneiz (Plon8) en doa c'hoariet Romeo ha Juliet gwelet gant o daoulagad dezhe ...Tro hon eus bet da welet stajidi KEAV war al leurenn da genver ar veilhadeg dibenn staj. An eil sizhun oa bet Strollad ar Vro Bagan ha kinniget oa doa deomp tri pezh c'hoari, Ar Mevel laer, Ar C’hlasker-bara en armel ha Kig ha Fars. Ur film a oa bet diskouezet deomp ivez : an Enez Du. Strollad Hipolenn en doa savet un abadenn kontan istorioù, lod anezhe a oa leurennet. Beb sizhun oamp bet o welet tud eus ar vro. Ret oa bet deomp kavout tud nevez, met c'hwezek den en holl oamp bet o welet memestra. Stalioù labour a oa bet ivez. Ouzhpenn ar pezh a ginnigomp en un doare ingal a vloaz da vloaz, (ober krampouezh, tresan, mont da vale, skrivan penadoù evit Wikipedia) e oa traoù digustum : kayakin ha keginan bezin. Ur strollad video en doa kinniget ur film berr gant skeudennoù eus ar vuhez pemdez ar c'hamp filmet war an tomm e doug ar sizhun. Eveljust e oa fent ha birvilh en dro da davarn KEAV bep noz hep disonjal ar c'han, an dans ar c'hoari kartoù pe ar plegan paper (origami) diouzh c'hoant pep hini.

Echu kamp 2009, setu breman ar goulenn, pelec'h e vimp a benn bloaz ? Den ne oar !




 
< Précédent   Suivant >
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB