|
RUMMAD VIDEOA-hed ar sizhunvezh e labouro ur strollad “Video” war-dro krouidigezh ur film berr. Pep prantad ar film a vo un digarez evit labourat war ar yezh skrivet ha komzet.E fin ar sizhun e vo diskouezet ar film d’ar stajidi all. Pal ar strollad : sevel ur film berr (war-dro pemp munutenn). · Ijinañ ha skrivañ un istor · C’hoari ha filmañ anezhañ (pep hini a c’hoario hag a filmo) · Sevel ar film war un urzhiater evit reiñ ster d’an istor dre urzh ar skeudennoù hag ar sonerezh Binviji a vo implijet : · Kamera niverel · Ur poellad aes Implij amzer ar sizhunvezh : · Dilun mintin : poelladennoù gant ar c’hamera · Dilun goude merenn, dimeurzh : ijinañ ha skrivañ an istor war ur mod sinema (story-board, divizoù...) · Dimeurzh ha dimerc’her : c’hoari ha filmañ · Diriaou ha digwener : frammañ Abadenn diskouezet d’an holl. Lakaet e vo an abadenn war lec’hienn KEAV. ---------------------------------------------------------- DIWALLIT Ar stajidi o devo dibabet ar rummad kentelioù war implij ar video a heulio ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun. N'o devo kentel all ebet. Kadarnait ho tibab dre bostel.
|