spacer.png, 0 kB
Advertisement
spacer.png, 0 kB
Donemat
Pleustriñ war ar c'hoariva PDF Print E-mail

 

Kinnig ar staj c'hoariva   Image

Kenaozet gant C'hoariva, kevread ar c'hoariva brezhoneg

Ar staj c'hoariva a zo digor kement d'an danvez-gomedianed kement ha d' an deraouidi.

Bemdeiz e vo kroget gant ur prantad labour war ar c'horf:
- Prientiñ ar c'horf evit ar c'hoari.
- Labourat war an alan hag ar vouezh.

Eil lodenn ar mintinvezh a vo gouestlet da c'hoarioù c'hoariva evit :

- Reiñ nerzh ha fiziañs
- Kreñvaat ar strollad
- Deskiñ en em zerc'hel ha kaozeal dirak ar re-all

Klasket 'vo kompren penaos e c'heller tremen deus korf ar pemdeiz da gorf ar gomedian war al leurenn.

Da c'houde kreisteiz e vo dizoloet diazezoù c'hoari an aktour:

- Dibunañ santimantoù
- "Eeunaat " ar c'hoari
- Ar skeulioù dramatel
- Ar c'heur,  ar c'hoari jestroù
- An emgann diabarzh, diazez an istor
- C'hoari war ar prim

Eil lodenn an endervezh a vo implijet evit lakaat an diazez-se e pleustr en ur sevel abadennigoù a c'hello bezañ kinniget e fin ar staj.

Pep hini a c'hello kemer perzh el leurenniñ, peb soñj a vo klevet. Ar pal a vo deskiñ en ur ober hag implj ar yezh evel ur benveg.

 

Petra eo C'hoariva ?

Kevread ar strolladoù c'hoariva brezhonek an hini eo. Diorrañ ar c'hoariva brezhonek eo pal ar c'hevread.

Buheziñ a reomp rouedad ar strolladoù ezel :

·       kinnig stummadurioù.

·       labourat war an embann (Savet 'zo bet un dastumad anvet "bec'h d'al leurenn"  hag ul levr c'hoarioù c'hoariva a zo war ar stern).

·        o vrudañ an abadennoù.

·        o kenlabourat gant an deskadurezh

·        o sevel ar festival gouestlet d'an teatr brezhonek bep daou vloaz.

Kinniget 'vo ar staj gant  Tony Foricheur, animatour ar c'hevread C'hoariva, komedian a-vicher abaoe dek vloaz. C'hoariet 'n eus gant Strollad Ar Vro Bagan, Strollad La Obra ( leurennet gant Gisèle Sparza), Strollad Bitrak ( Erwan Cloarec gant sikour Lionel Jaffrès ), Kenlabourat a ra gant "Le théâtre du Grain" e Brest ( Alain Maillard, Lionel Jaffrès ) evit sevel stalieroù c'hoariva gant ar skolajoù. Ul labour leurenniñ 'n eus graet gant ar strollad "Pik Achu" ( Ar Brezhoneg o C'hoarzhin ). Labourat a ra war ar c'hoari gant ar strollad liseadezed "Rebeldia". Troet eo ouzh doareoù labour Jacques Le Coq, Dario Fo, Aogusto Boal. Krediñ a ra ez eus ur gwir labour da ober war ar c'horf gant an aktour a-raok kregiñ da gaozeal war al leurenn. Diazez e hent labour dezhañ evel komedian a- vicher an hini eo.

 DIWALLIT

Ar stajidi o devo dibabet ar staj war ar c'hoariva a  heulio ar rummad kentelioù-se bemdez, eus 9 eur da 12 eur diouzh ar mintin hag eus 2 eur da 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun. N'o devo kentel all ebet.

Kadarnait ho tibab dre bostel.


 

Nevesaat Diwezhañ ( Thursday, 04 June 2009 )
 
< Araok
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB