AR YEZH KELTIEKPEAR C’HELTIEG gant L. Fleuriot1 N’eo ket sur e vije bet eus ur yezh keltiek boutin hag unvan da vat e pep lec’h, er mareoù koshañ zoken. Daoust da se e komzer koulskoude eus “ar c’heltieg”, abalamour m'eo aezetoc’h. Mont a ra d’ober skourr kornôg ar rummad yezhoù a raer « indez-europek » dioute hag a gaver eus Bro-Iwerzhon ha Skandinavia betek Norzh Bro-Indez. Diwezhat a-walc’h e krogas ar c’heltiek da vezañ disheñvel e-touesk ar yezhoù indez-europek pa gollas ar /p/ e penn kentañ ar gerioù pe etre vogalennoù ha pa gemmas anezhañ, evel dirak /t/. E Bro-Spagn e kaver yezhoù zo, hag int tost-tre ouzh ar c’heltieg, hag a vir roudoù eus ar /p/, porcom gant Luzitaniz tra m'eo orc e gouezeleg (keltieg Bro-Iwerzhon) pe, pelloc’h er c’hornôg, anv ar gêr a raer Ledesma anezhi bremañ, hag a oa Letaisama gwechall, “an hini a zo ledet-tre”, derez uhelañ ur ger-gwrizienn, ur ger-radikal let- a adkaver er ger ledan. Merk an derez-uhelañ a weler c’hoazh e Uksisama, “an hini uhel-tre”, anv Enez-Eusa en henamzer, a oa Ossam en henvrezhoneg, (H)eussaff e krennvrezhoneg hag Eusa eta e brezhoneg a-vremañ. Met an anv Letaisama a gaver ivez gant ar stumm Bletisam, ar pezh a ziskouez e oa bet kollet diwezhat-tre al “lizherenn” /p/ e keltieg Bro-Spagn. E-barzh an anv “silva Herkunia”, forêt Hercynienne, ez eus un /h/, anezhañ ur roud eus ar /p/ hag a yeas da vezañ /f/ e germaneg : goteg fairguni; krennalamaneg Virgunt. Evit treusfurmadur ar /p/ dirak /t/, ur skwer a vo trawalc’h : keñveriomp al latin septem, ar gouezeleg secht, an henvrezhoneg seith. Paneve ar perzh-se, e voe ar c’heltieg, e-pad pell, unan eus ar yezhoù indezeuropek hag a viras ar muiañ ar stummoù kozh en e vorfologiezh, e ereadurezh, e anvadurezh ; ar c’hredennoù, an aozadurezh kevredigezhel, ar c’hustumoù a vire kalz a berzhioù kozh ivez, ken ez eus kavet meur a henvoaz hag a gaver a-hend-all en Indez kozh : an nevezentioù a ziwan er strobadoù-kreiz n’int ket anavezet nemeur er yezhoù hag er rannyezhoù lec’hiet en troioù pell… Cheñch a ra an holl yezhoù, a ouzomp a-walc’h, hag an distagadur a gemm buan pe buanoc’h, abalamour da se ez eus bet rannyezhoù dalc’hmat er c’heltieg, kalz tostoc’h an eil deus eben eget bremañ avat. An troc’h bras kentañ a c’haller merzhañ etre ar rannyezhoù a c’hoarvezas en doare da zistagañ /kw/. Gant ar galianeg hag ar predeneg (keltieg Enez-Vreizh) e teuas da vezañ /p/, ur /p/ giz nevez avat ha n’eo ket indezeuropek a orin : makwos “mab”, ekwos “marc’h”, kwennon “penn” a yeas da mapos, epos, penno. Gant ar c’heltibereg hag ar gouezeleg kentañ e chomas ar soniad /kw/. Diwezhatoc’h e yeas /kw/ da /k/ pe /x/, skrivet c ha ch e gouezeleg, evel maqui en ogameg a yeas da maicc. Savomp bremañ un daolenn eus ar pobloù keltiek pennañ er mare ma oant en o barr, war-dro 300 bloaz a-raok hon amzervezh. Azalek o c’havell kentañ, un taolead hag a yae eus Bro-Champagn (a-vremañ) betek Bohemia, ec’h astennas ar Gelted o beli war bobloù hag a oa o vevañ e takadoù bras-tre, anez enteuziñ anezhe peurliesañ. Ar skourr pennañ e-touez ar gelted e oa ar c’h-Galated, a veze graet Galli dioute peurliesañ, hag a zo ur stumm krennet eus o gwir anv (diwar se an anv Galianed). Galia en tu-mañ hag en tu all d'an Alpoù a oa en o dalc’h, gant pobloù all e oant a-hed ar stêr Danub ha betek Azia Vihan lec’h m’o doa miret o anv : Galated. En Hanternoz d’ar c’hGalli, en enezenn he doa miret o anv, Enez-Vreizh, e oa ar re a raed Britanni anezhe (ar Bredened pe ar Vrezhoned), krennet e Britto, liester Brittones. Ne oant ket disheñvel-bras diouzh ar C’halianed ha pobloù zo en o zouez a oa ul lodenn dioute e Galia hag unan all en enezenn, reoù evel Parisii, Catuvellauni, Atrebates... tra ma oa Britanni o vevañ war aod Pikardi a-raok hon amzervezh zoken. Er gwalarn pellañ, en Iwerzhon, e oa ur bobl, ar Scotti, hag a aloubas Norzh Bro-Skos a-vremañ diwar goust ur bobl kevrinus a-walc’h, Picti hec’h anv, e penn kentañ hon amzervezh. Laket eo bet an anvioù Pictones (eus Poitou) ha Picti keñver-ha-keñver. Evit ar pezh a sell diouzh tu ar gevred e oa aet pobloù indez-europek betek Bro-Spagn a-raok na vefe deuet perzhioù ar “c’heltieg” war-wel zoken : Lusitan, Cantabri ha diwezhatoc’h Celtiberi a oa mistri war hanterenn walarn al ledenez-se. E dalc’h ar boblad Celtiberi, er su d’ar Vascones (Euskariz), e oa an douaroù a dape eus ar Stêr-Ebr betek Madrid ha Teruel. E-tro 300 (a-raok JK) e yeas galloudegezh ar Gelted war ziskar ha hini o yezhoù da-heul. Biskoazh n’o doa aozet ar Gelted impalaerezh ebet. Diouzh an hanternoz e oa ar C’hermaned, tost ouzh ar Gelted dre o yezh hag o relijion e-pad pell, met muioc’h troet d'en em strollañ e kevreoù bras a bobloù, hag a aloubas tamm-ha-tamm kavell kozh ar Gelted, Bohemia ha biojoù an Danub uhelañ. Diouzh tu ar c’hreisteiz e oa ar Romani, ur bobl vihan er penn kentañ, met ganti ur spered barrek da urzhiañ, souezhus, hag a zeuas da vezañ mistri war Italia an Norzh da zigentañ, goude-se Bro-Spagn, Galia ha re all c’hoazh. O vezañ ma oa gennet Kelted ar c’hevandir etre an div bobl-se a oa oc’h astenn o beli, e kolljont o frankiz, hag o yezhoù diwezhatoc’h. E-kerzh an ugent vloaz tremenet eo aet hon anaoudegezh eus ar yezhoù kalz war-raok abalamour ma 'z eus bet dizoloet enskrivadurioù hir a-walc’h gant arkeologourien, evel hini Botorrita (e-kichen Saragosa) e keltibereg, reoù Chamalières, Lezoux, L’Hospitalet-du-Larzac e galianeg, hini Vercelli e galianeg eus an tu all d'an Alpoù. Fin e voe d’ur marevezh hir a zivyezhelezh da vare ar Vvet hag ar VIIvet kantved pa voe lonket ar galianeg da vat. Degas a reas ar galianeg ha yezhoù keltiek all, a-raok mont da get, gerioù niverus d'an izel-latin, gerioù hag a dremenas en holl yezhoù romanek evel camino “chemin”, leuga “lieu”, carrus “char”, lancea “lance, para-veredus “Pferd” ha kement zo. E galleg dreist-holl eo bras a-walc’h ar roujoù keltiek gant gerioù evel ambassade, bec, boisseau, combe, lande, l'andier “chenêt”, bille, bouleau, if, mouton, cheval, bouc, alouette, briser, craindre, breuil, boue, bourbier, bruyère, ruche, brasser, cervoise, trogne, ren-frogné, vassal, valet, raie, soc, jante, ha tutti quanti. An droienn quatre-vingts, ar ger aveugle a zo dizroet diwar droiennoù galianek. Er rannyezhoù a-ziwar ar maez eo stankoc’h ar gerioù keltiek evit e galleg Pariz, da skwer : rande “limite”, “division”, vergne “aulne”, banne “corne”, nant “torrent” pe an draonienn lec’h m’emañ, pairol “chaudron”... En inizi tramor avat (en tu all da Vor Breizh) e padas kalz pelloc’h ar yezhoù keltiek. E-pad kantvedoù e chomas dibistig ar gouezeleg (iwerzhoneg pe skoseg) abalamour na oa ket bet aloubet Enez-Iwezhon gant ar Romaned. Ar skoseg zoken a c’hounezas ul lodenn eus Bro-Skos, evel hon eus gwelet uheloc’h dija. Chom a reas ar predeneg, betek ar VIvet kantved, yezh pennañ an enezenn vras, daoust d'an aloubidigezh roman. Hogen d'an ampoent-se e c’hoarvezas kemmoù bras e distagadur ar yezhoù keltiek a chome c’hoazh. Etre 300 ha 600 e yeas ar silabennoù gourfennc’her da get, ha gante an troadurioù. A-benn kompren an dra-se, sellit ouzh ar pezh a c’hoarvez hirio an deiz e isrannyezhoù zo eus Bro-Gerne : ar silabenn diwezhañ (er yezh a-vremañ) a zo o vont da get, dreist-holl en doare-komz prim, diwar-se bar(a), am(añ), gwel(e), bu(hez), ha kement zo. War vuanaat e yeas ar c’hemmoù-se abalamour d'ar reuz da-heul an aloubidegezhioù bras. Divroadegoù ar Vretoned a grogas d'an diwezhatañ er IVvet kantved, aesaet gant an darempredoù ordin a oa bet abaoe ar c’hentistor etre an div aod tost hag ar youl da viret ouzh ar Saozon da aloubiñ Aremorica (an Arvorig) evel Enez-Vreizh. An impalaelezh roman a oa en he sach diwezhañ a asantas, hag a voe kontant zoken, en em staliefe ar Vretoned un tamm e pep lec’h e Galia an hanternoz. Kalz eus an enezennadoù-se, strewet un tamm e pep lec’h, a voe enteuzet e-mesk ar C’halianed a oa tost dezhe, met e kornôg Aremorica , ar Vretoned, niverus, a roas lañs en-dro d'ar rannyezhoù galianek kar d’o re, hag a oa war var da vezañ romanekaet. Betek an Xvet kantved e chomas unvan a-walc’h ar predeneg ken e veze graet “lingua britannica” dioutañ c’hoazh gant tud ar mare-se. War greskiñ e yeas an diforc’hioù da c’houde, seul vuioc’h ma oa disrannet an tammoù douar a chome e dalc’h ar Vretoned gant ar gounidigezhioù saoz. Lodenn an hanternoz (he c’hêrbenn Dumbarton, en iwerzhoneg Dùn Bretan) ne voe ket aloubet gwech ebet hag a yeas d'ober trederenn ar c’hreisteiz eus Bro-Skos ; mervel a reas he yezh e-tro an XII-XIIIvet kantved. Al lodenn greiz a gollas e anv Breton (an anv Cymro “kenvroad” an hini a zeuas en e lec’h, a-ziwar kem + bro), wealish a reas ar Saozon dioute, “welsh” da c’houde, ha diwar-se gualeis > gualois > gallois ! E lodenn ar gevred e tiwanas ar c’herneveureg hag ar brezhoneg. Betek tro 1500 e voe peuzheñvel an div yezh, ur souezh, a-drugarez d'an darempredoù ingal a veze etreze. Setu aze strobad ar yezhoù predeneg. Troet gant Ivon ar Gag 1 - Pennad tennet eus Au temps de CELTES, Ve-Ier siècle avant J.C , embannet gant Association Abbaye de Daoulas, 1986
|