|
N'ankouait ket e raer ouzhpenn ankouaat |
|
|
|
|
Penaos treiñ oublier e brezhoneg ?
Anavezañ a rit, evel-just, ar verboù ankouaat, ankounac’haat pe disoñjal a raer gante e brezhoneg, diouzh ar c’hornad peurvuiañ, dres evel gant oublier e galleg : Disoñjet am eus e anv. Ankouaet en deus e valizenn er bus. Ankounac’haat a ra atav ar pezh en devez d’ober ! Ankouaet ’feus tapañ arc’hant en ti-bank. Ha me 'oar-me...
Gallout a raer delc’hen d’ober e-giz-se ha mat pell zo, peogwir eo brezhoneg reizh…Ha goût a rit avat zo doareoù all, kuit d’ober bep taol gant ar memes gerioù ha kement ha diskouez ez oc’h ket tud disket ? Ma ’peus ankouaet ho malizenn er bus, evel zo meneget uheloc’h, pe e forzh pesort degouezh er c’hiz-se, e c’hallit lâret ivez : Chomet eo ma malizenn war ma lerc’h er bus. Lezet en deus tout e arc’hant war e lerc’h er gêr.
Pa ne teu ket da soñj deoc’h deus un dra, un anv lakomp (na pegen kazus e c’hall bezañ !), hag a anavezit mat-tre koulskoude, n’ankouait ket lâret : Lonket eo ganin ! Aet eo diwar ma spered !
Setu, tudoù, na zisoñjit ket silañ tammoù traoù mod-se e-barzh ar gaoz ur wech an amzer. Sylvain Botrel |
|
Nevesaat Diwezhañ ( Monday, 09 June 2008 )
|