C'hoariet e vo daou bezh-c'hoari e brezhoneg e-kerzh KEAV 2008. Digor eo an abadennoù d'an holl. Mazheas ar c'higer, gant Strollad Kallag, d'ar Merc'her 9 a viz Gouhere.Ar Roue Ubu, gant Strollad ar Vro Bagan, d'ar Yaou 17 a viz Gouhere.
Kinniget e vo an div abadenn e sal teatr Skol an Nivod.
Mazheas ar c'higer
Troet eo bet ar pezh-mañ gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar Histoire de Maheu le Boucher gant Eduardo Manet, ur skrivagner bet ganet e Cuba hag a zo pell zo o vevañ e Bro-C'hall. Priziet e oa bet Maheu... e Festival Avignon e 1986. 1429. C'hoant en deus Mazheas, ha heñv kiger, da vont da chevalier, ar pezh n'eo ket aezet pa n'eo ket gwall nec'het an dud all gant se. Un istor marc'heien deus ar Grennamzer eo, met n'it ket da soñjal evit afer-se e vo diskouezet ur gentel istor deoc'h : marc'heien dirollet doare BD pe Monty Python int, disheñvel-tre neuze diouzh ar re a vez studiet er skolioù. Ar Roue Ubu
Bountet eo an tad Ubu gant e wreg, ar vamm Ubu, da uhelaat er bed. Drouklazhañ a ra roue Polonia ha dont da vezañ roue en e lec’h. Ur roue laer hag avius, aonik ha gros, skwer ar waskourien, e teu da vezañ. Kabestret eo pep frankiz en e vro, gwasket ar bobl ; disklêriañ a ra ar brezel da Vro-Rusia… Ar Roue Ubu a zo troet diwar Ubu roi skrivet gant Alfred Jarry. Piv e oa Alfred Jarry ? Ganet e oa bet e kêr Laval e 1873. Genidik eus Hedée, nepell eus Roazhon, e oa e vamm. E Sant-Brieg hag e Roazhon en deus graet Jarry e studioù. E lise Roazhon eo en deus kroget da skrivañ e-bezh-c’hoari brudet bras, Ubu roi, o kemeret unan eus e gelennerien da skwer. Ur freuz bras a voe e Pariz d’an 10 a viz mae 1896 pa voe displeget ar pezh evit ar wech kentañ. Ur pezh dispac’hel oa, disheñvel-krenn diouzh kement pezh a oa bet skrivet en e raok. Pismigañ a ra ar galloud, ar brezel, ar relijion… Evel-se ez eo chomet Ar Roue Ubu ur pezh-c’hoari eus an amzer a-vremañ. |
|
Dernière mise à jour : ( 12-06-2008 )
|