|
Pa vez ret, e vez ret... met pas dre ret ! |
|
|
|
|
E-mesk an nevez-vrezhonegerien e klever (pe e weler) implij stank an troiennoù gant ret evit ar galleg devoir, falloir. Ha gwir eo, evit ar re a zo o tiskiñ brezhoneg eo aezet ober gant ret – gallout a raer implij forzh pesort verb a vefe, kuit a zisplegañ anezhañ, kuit a gemmadur ivez kement hag ober ! – ken e vezer techet d’ankouaat zo doareoù all. Aezet… ’fin, ret eo lâret buan : pa vez anv deus un dra bennaket en amzer dremenet en em gaver alies gant frazennoù tort un tamm, diaes ober gante, evel « ret eo bet din mont da gontañ dezhañ » (sic).
Dre vras- Rankañ, pe rankout, an hini a vez lâret peurvuiañ evit devoir, falloir er ster "ordin” :
Ranket am eus ober al labour ma-hunan. Rankañ a ri lâret dezhañ. Amañ e ranko an dud bezañ lojet. Ranket en deus mont kuit a-raok ar fin.
- Ret na vez implijet nemet evit reiñ da gompren n’haller ket tremen hep ober un dra, devoir absolument e galleg :
Ret e vo dit lâret dezhañ. (= ma ne rez ket e vo fall ar jeu un tu bennaket) Ret eo bezañ barrek a-benn ober se ! Ret e oa dezhañ mont kuit a-raok ar fin. (= na pa 'n dije bet c’hoant da chom, ne oa ket evit en ober)
- Dav a vez implijet e-lec’h ret pa ne vez ket ken groñs ar redi.
— evit reiñ alioù fur, evit lâret ez eo propoc’h, ez eo seven ober un dra Ne zlefe ket debriñ kement abalamour d’e yec’hed. Dleañ a rafes lâret dezhañ memes tra. Dleet eo deomp sikour anezhe. (= rak int a ra kemend-all evidomp diouzh o zu ; galleg ‘nous nous devons de’) Dleet e vefe deomp sikour anezhe. (= ma ne ve ket graet ne vo ket ken sañsubl-se ; galleg ‘ça serait bien’, ‘ça serait poli’)
— evit ur rebech, pe pa vez keuz bezañ graet pe pas bezañ graet un dra Dleet e oa dit bezañ lâret dezhañ. Ne oa ket dleet dezhi bezañ komzet e-giz-se ouzh he mamm.
- Arabat, evit “il ne faut pas” (urzh pe ali fur) ; faotañ a c’haller klevet ivez
Arabat dezhe ankouaat prennañ an nor war o lerc’h. Ne faota ket leuskel se amañ.
Troiennoù all- Devoir faire = être censé faire : bezañ da (pe bezañ sañset da)
Piv zo d’ober ar skaotaj fenoz ?
- Devoir de l’argent : dleañ pe mankañ
Pegement a zlean deoc’h evit ar bannac’h kafe ? 200 € a vankont deomp.
- Devoir = probablement que (“cela doit être” = “je pense que”, “sûrement que”) : dleañ
Amañ e tleont bezañ lojet. Hennezh a zle bezañ barrek a-benn ober se.
Sylvain Botrel |
|
Nevesaat Diwezhañ ( Wednesday, 28 January 2009 )
|