spacer.png, 0 kB
Advertisement
spacer.png, 0 kB
Bienvenue arrow Poentoù yezh arrow Pa vez ret, e vez ret... met pas dre ret !
Pa vez ret, e vez ret... met pas dre ret ! Convertir en PDF Version imprimable Suggérer par mail

 

E-mesk an nevez-vrezhonegerien e klever (pe e weler) implij stank an troiennoù gant ret evit ar galleg devoir, falloir. Ha gwir eo, evit ar re a zo o tiskiñ brezhoneg eo aezet ober gant ret – gallout a raer implij forzh pesort verb a vefe, kuit a zisplegañ anezhañ, kuit a gemmadur ivez kement hag ober ! – ken e vezer techet d’ankouaat zo doareoù all. Aezet… ’fin, ret eo lâret buan : pa vez anv deus un dra bennaket en amzer dremenet en em gaver alies gant frazennoù tort un tamm, diaes ober gante, evel « ret eo bet din mont da gontañ dezhañ » (sic).

Dre vras

  • Rankañ, pe rankout, an hini a vez lâret peurvuiañ evit devoir, falloir er ster "ordin” : 

Ranket am eus ober al labour ma-hunan.

Rankañ a ri lâret dezhañ.

Amañ e ranko an dud bezañ lojet.

Ranket en deus mont kuit a-raok ar fin. 

  • Ret na vez implijet nemet evit reiñ da gompren n’haller ket tremen hep ober un dra, devoir absolument e galleg : 

Ret e vo dit lâret dezhañ. (= ma ne rez ket e vo fall ar jeu un tu bennaket)

Ret eo bezañ barrek a-benn ober se !

Ret e oa dezhañ mont kuit a-raok ar fin. (= na pa 'n dije bet c’hoant da chom, ne oa ket evit en ober) 

  • Dav a vez implijet e-lec’h ret pa ne vez ket ken groñs ar redi. 
  • Dleañ, pe dleout :

—  evit reiñ alioù fur, evit lâret ez eo propoc’h, ez eo seven ober un dra 

Ne zlefe ket debriñ kement abalamour d’e yec’hed.

Dleañ a rafes lâret dezhañ memes tra.

Dleet eo deomp sikour anezhe. (= rak int a ra kemend-all evidomp diouzh o zu ; galleg ‘nous nous devons de’)

Dleet e vefe deomp sikour anezhe. (= ma ne ve ket graet ne vo ket ken sañsubl-se ; galleg ‘ça serait bien’, ‘ça serait poli’) 

—  evit ur rebech, pe pa vez keuz bezañ graet pe pas bezañ graet un dra

 Dleet e oa dit bezañ lâret dezhañ.

Ne oa ket dleet dezhi bezañ komzet e-giz-se ouzh he mamm.   

  • Arabat, evit “il ne faut pas” (urzh pe ali fur) ; faotañ a c’haller klevet ivez

Arabat dezhe ankouaat prennañ an nor war o lerc’h.

Ne faota ket leuskel se amañ.

 

Troiennoù all

  • Devoir faire = être censé faire : bezañ da (pe bezañ sañset da) 

Piv zo d’ober ar skaotaj fenoz ? 

  • Devoir de l’argent : dleañ pe mankañ 

Pegement a zlean deoc’h evit ar bannac’h kafe ?

200 € a vankont deomp. 

  • Devoir = probablement que (“cela doit être” = “je pense que”, “sûrement que”) : dleañ 

Amañ e tleont bezañ lojet.

Hennezh a zle bezañ barrek a-benn ober se.

Sylvain Botrel

Dernière mise à jour : ( 28-01-2009 )
 
< Précédent   Suivant >
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB