spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
Bienvenue
Jan Deloof Convertir en PDF Version imprimable Suggérer par mail

  

Keleier hon eus degemeret a-berzh Jan Deloof :

"Tamm-ha-tamm emañ ma geriadur brezhoneg-nederlandeg o kreskiñ : nebeutoc'h eget ur bempvedenn a chom da beurober.

Ma dibasianted a oa re vras ha lakaet 'm eus dija an traoù war ar genrouedad. 

Mar plij, sellit ouzh http://users.telenet.be/jandeloof 

dindan BZH-NL.

Diazez ar geriadur zo liesseurt :

- Geriadurig brezhoneg-nederlandeg, Yoran Embanner, 2004-

- Nouveau dictionnaire breton-français, Roparz Hemon, Al Liamm, 1985

- Geriadurig brezhoneg-saozneg, R. Delaporte, Cork Univ. Press, 1979

- Geriadur brezhoneg-saozneg, Remon ar Porzh, Mouladurioù Hor Yezh,  A-B 1986,  CH-C'H-D  1989,  E-F-G  1993.

Raktresoù embann n'em eus ket, met spi 'm eus ar geriadur elektronek a vo talvoudus evit kalzik a dud. Trugarez en a-raok evit ho klokadurioù ha difaziadennoù c'hoarvezus.”

Anavezet mat ganeomp eo Jan Deloof. Warlene en doa bet tro da zont betek Skaer evit degemer priz Roparz Hemon.

    

 

 

Priz Roparz Hemon d'ar skrivagner nederlandat Jan Deloof

Image
Skaer, d'ar 17/07/2007 – A gleiz da zehoù : Gérard Cornillet, Jan Deloof, Tugdual Kalvez

E-kerzh Skol-Hañv 2007 KEAV, d'ar meurzh 17 a viz Gouhere, e oa bet roet priz Roparz Hemon d'ar skrivagner nederlandat Jan Deloof. Fellet ez eus evel-se da Guzul ar Brezhoneg ha d'an ti-embann Coop Breizh trugarekaat anezhañ evit e oberennoù niverus diwar-benn al lennegezh e brezhoneg (en o mesk troidigezhioù e nederlandeg diwar skridoù brezhonek, ur geriadur brezhoneg/nederlandeg) hag evit ar perzh a gemer evit difenn ha brudañ ar brezhoneg er bed a-bezh.

 

 

Image

Ganet e oa bet e 1930 e Zwevegem. Estreget e labour en un embregerezh etrebroadel e voe, e-pad ur pennadig mat, e penn ar gelaouenn sevenadurel Ons Erfdeel ans septentrion. A-viskoazh e oa bet desachet gant ar stourm evit sevenadur ha yezhoù ar broioù gwasket ,ha gant-se e oa deuet da dommañ buan a-walc’h ouzh ar Brezhoneg. Desket en deus brezhoneg neuze ha troet meur a varzhoneg hag a zanevell e nederlandeg.

E 1969 en doa lakaet embann Maar nog Zight Bretagne. E 1981 e oa deuet Bretagne is weer poëzie er-maez , hag e 1998 e oa bet embannet gant Kruispunt al levr N’em eus lec’h all ebet / Ik heb geen ander land. Ul levr ennañ 380 pajenn ma kaver ar pep gwellañ eus barzhoniezh Breizh (e brezhoneg), hag ouzhpenn-se e oa bet embannet ur bladenn arc’hant war an dro, Mouezhioù Bev, gant skridoù e nederlandeg hag e brezhoneg. Dek eus ar barzhonegoù war ar bladenn a zo lennet gant Naig Rozmor. E-barzh niverenn 117 Kruispunt en doa lakaet embann ivez danevelloù Penn-ar-Bed / Verhalen van het eind van de wereld. (Tennet eus Al Liamm niv. 362 – Mezheven 2007)

Dernière mise à jour : ( 13-06-2008 )
 
< Précédent
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB