KEAV : KEMMET ZO BET LEC'H  Kamp hañv KEAV a vo dalc’het en Nivod ar bloaz-mañ : ne c’hello ket ti-kêr Skaer reiñ bod d’hon staj e miz Gouere a zeu abalamour da labourioù bras emaer oc’h ober er skol. Abaoe 1977 (bremañ zo ouzhpenn 30 vloaz zo eta !) e veze dalc’het Kamp hañv KEAV e Skaer, ingal bep bloaz. A-hed ar bloavezhioù hor boa skoulmet darempredoù gant kalzig a dud : implijidi ar skol, tud an ti-kêr ha tud eus ar vro a gustumemp mont da welet. Hon stajidi o deus bet digarez da glevet digante brezhoneg bev hengounel eus meur a gontre tro-dro da Skaer. Bennozh dezhe omp deuet a-benn da aozañ prantadoù plijus ha leun a vuhez a chomo don sur-mat e memor an dud o deus bet tro da gemer perzh enne. Trugarez vras dezhe evit o c’henlabour feal hag efedus. Ranket hon eus klask ul lec’h all eta : bod hon eus kavet e skol labour-douar an Nivod e Lopereg. Ul lec’h brav, bras eo ar skol, gant lojeiz a-zoare. Ret e vo deomp daremprediñ tud all, ober anaoudegezh gant brezhonegerien an trowardroioù evit kenlabourat gante. Labour zo war ar stern, sur, met bezit asur e pegomp e-barzh atav gant kement a blijadur hag a startijenn ! Ha distreiñ a raimp da Skaer pa vo echu al labourioù ? D’ar c’houlz m’emaomp o skrivañ, den ne oar c’hoazh. Al labourioù emaer oc’h ober er mare-mañ, ar c’hantin nevez, a vo echu a-benn bloaz, Met lâret zo deomp e vefe ret d’an ti-kêr ober labourioù all c’hoazh… Neuze !? Da c’hortoz : En em gavomp holl e kamp KEAV en Nivod e miz Gouere a zeu !
|
|
Dernière mise à jour : ( 04-06-2008 )
|