spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
Donemat arrow Ur sell war skol- hanv 2007
Ur sell war skol-hanv 2007 PDF Print E-mail
                  
         Amañ dindan e c'helloc'h kavout danevell dre skrid an div sizhunvezhiad staj a zo bet dalc'het ganeomp e Skaer  e 2007.
Ur sell dre vras n'eo ken (klask a raimp lakaat skeudennoù ivez) war 15 deiz studi ha dudi. Studiet e vez enokentelioù zo evel-just, met ouzhpenn kentelioù zo ivez : kinniget e vez oberiantizioù a bep seurt, an holl anezhe e brezhoneg. Ar vuhez pemdez ivez zo e brezhoneg. Unan eus palioù ar staj zo kustumiñ ar stajidi da breg brezhoneg, da vont ouzh an dud er stajhag er vuhez war-lerc'h – e brezhoneg en un doare naturel.

 

SIZHUNVEZH KENTAÑ

 

Evit kregiñ ganti :

Ar sizhunvezh staj kentañ a groge d'ar sul 8 a viz Gouere. 90 stajiad a oa ha 32 vugel a oa ivez ouzhpenn, da-heul o zud. Goude al labour kustum (dilojañ taolioù, degemer ar stajidi, sevel ar strolladoù) e voe kinniget an digor kalon er c'hantin. War-lerc'h ar pred e oa bet bodet an holl er sal vras abalamour da zisplegañ dezhe implij amzer an devezh hag ar pezh a vefe graet a-hed ar sizhun, da zisplegañ dezhe ar reolennoù a ranker doujañ oute a-benn bevañ a-stroll ha filozofiezh diazez ar c'hamp : pep tra tra e brezhoneg. Ur vodadeg a voe gant tud ar vugale. A-raok kemer un tamm plijadur en davarn e oa en em gavet pep strollad gant e gelennerion evit ober anaoudegezh.

Ar c’hentelioù :

Rannet e oa bet ar stajidi e 6 rummad kentelioù diouzh o live, bep a zaou gelenner evit pep rummad. Ur strollad c'hoariva a oa ar bloaz-mañ c'hoazh, renet gant Bob Simon, eus Strollad ar Vro Bagan.

Ur gentel ispisial :

D'al lun goude kreisteiz e teuas Y.P. Kersuliek (eus Kernevel) d'ober ur gentel d'ar strollad 5-6 evit diskouez dezhe an diforc'hoù a vez kavet etre brezhoneg Skaer hag ar brezhoneg komzet e lec'h all. Aesoc'h a se d'ar stajidi kaozeal gant tud eus ar vro a-benn ar merc'her.

Ar mont en-dro :

 Pemp den a veze ingal evit mont en-dro ar c’hamp ha daou stajiad a oa e karg eus ar bar. Pemp monitour a rae war-dro ar vugale.

Setu ar pezh a veze graet bemdez :

 An dijuni a veze servijet adalek 8 eur betek 9 eur. Adalek 9 eur betek kreisteiz e veze div gentel gant un troc'h etre 10 eur ha kard hag 11 nemet kard, evit evañ ur banne kafe, pe butuniñ ur sigaretenn. Ar re a felle dezhe kanañ a-stroll a oa pedet d'en ober etre kreisteiz ha kreisteiz hanter (ha dañsal a veze graet a-wechoù). Da greisteiz hanter e veze servijet merenn (pe lein diouzh ar rannvro). Etre 2 eur ha 5 eur e veze div gentel adarre, gant un troc'h etre 3 eur ha kard ha 4 eur nemet kard. Pa veze ezhomm muioc'h a amzer evit oberiantizoù an abardaez e veze graet div gentel un eur hep troc'h ebet etreze. En div sizhun e voe ar memes implij-amzer.

Setu ar pezh a oa bet graet goude ar c’hentelioù :

D’al lun e voe aozet ar siop siarad (ar stal flapañ) gant an holl stajidi, adal 5 eur ha kard betek 6 eur, abalamour da lakaat anezhe da vont e darempred gant stajidi all dianav dezhe. Goude-se e oa ur bourmenadeg tro-dro da Skaer ma c'heller mont pelloc'h gant an diviz bet boulc'het er siop siarad. En davarn goude koan e oa bet kinniget deomp gant Marie-Hélène Morvan ha Sylvain Botrel ur pezh-c'hoari berr troet diwar un oberenn e galleg gant Gildas Bourdet. Anv ar pezh c'hoari « 'Barzh an toull noz ». Dav eo deomp lâret e oa bet savet ar pezh-c'hoari-se espres-kaer evit KEAV...
D'ar meurzh e kinnigemp stalioù labour ouzhpenn ar c'hentelioù boas, digarez da zeskiñ traoù dre ar brezhoneg : eilmouezhiañ filmoù, ober krampouezh ed-du ha gwinizh, ur valeadenn, tresañ, kan-ha-diskan.
D'ar merc'her e oamp bet o welet tud eus ar vro a stropadoù bihan abalamour da reiñ d'ar stajidi un tañva eus ar brezhoneg komzet gante. An abadenn-se a zo pouezus d'hon soñj. Ar brezhoneg pobl hengounel eo andon bev spered hon yezh, ha reiñ tro d'ar stajidi d'ober anaouedegezh gantañ a rankomp ober. N'eo ket ar memes strolladoù ha re ar c'hentelioù an hini a ya davet an dud-se a zegemer ac'hanomp : ober a reomp stropadoù bihan a-ratozh-kaer evit-se, o terc'hel kont eus daou dra. Da zigentañ e rankomp meskañ tud a bep seurt liveoù e pep stropad abalamour da gaout, e pep hini anezhe, un toullad stajidi gouest da gaozeal gant brezhonegerien ar vro. Rak evit tud eus al live izelañ n'eo ket atav un dra aezet !  Eil tra, emsavoc'h, “froudusoc'heo d'ar stajidi pa yeont da welet un den hag a zedenn anezhe.
Ar yaou eo, abaoe bloavezhioù, deiz ar valeadeg vras holl asambles goude ar c'hentelioù boas, hag ar piknik da-heul... nemet ar bloaz-mañ : ranket e oa bet nullañ ar valeadeg hag ar piknik abalamour d'an amzer yen ha d'an avel. Ar stajidi o doa da zibab pe sellet ouzh ur film, Enez Blackmore  kinniget gant Samuel Julien, prezidant Dizale, pe mont da vale evit ar re galonek... Da 7 eur e oa bet kinniget ar gelaouenn  « Ya ! » gant Yann-Fañch Jacq. Diouzh an noz e oamp bet betek « Leurenn Youenn Gwernig » o welet ur pezh-c'hoari, « Mistero Buffo » e anv, choariet gant Strollad Penn ar Bed.
Erru e oa ar Gwener, deiz ar sketchoù. Bet e oamp betek Penn Kelenn evit piknikañ. Goude ar piknik e oamp bet o sellet ouzh ar sketchoù er c'hrañch, kempennet brav deomp gant Gi Peñseg evit hon degemer, kenkas e rafe glav. Da gentañ penn e voe strollad ar vugale, ha goude-se pep strollad a ginnigas un dra bennaket, sketch pe kanaouenn. Ur strollad a ginnigas un diaporama. Ur pezh-c'hoari, « War vord ar Mor », skrivet gant Carlos Larra ha troet gant Bob Simon (gwelit niv 336 Al Liamm), a voe kinniget gant ar strollad c'hoariva renet gant Bob Simon. War-lerc'h e voe  klevet (ha gwelet) Iwan B o kanañ rap e brezhoneg. Un devezh leun mat hag a oa plijet d'an holl. En em gavout a reas an holl e tavarn ar staj goude-se, evit un nozvezh laouen.

 Evit klozañ ar sizhunvezh staj kentañ :

 D'ar sadorn diouzh ar mintin e oa bodet ar stajidi strollad-ha-strollad. Da gentañ e vez leuniet gant ar stajidi pep a follenn priziañ dizanv lec'h ma c'hellont reiñ o soñj. Goude-se e vez un diviz etre an holl er strollad, kelennerion kenkoulz ha stajidi. Da 11 eur e vez bodet an holl er sal vras abalamour d'ober ur briziadeg hollek : unan eus pep strollad a gont ar pezh a oa bet lavaret en e strollad, nep a gare a lâre e soñj. Echu e oa ar sizhunvezh kentañ goude ar banne kenavo ha pred kreisteiz.

EIL SIZHUNVEZH

 

Evit kregiñ ganti :

D'ar sul 15 a viz Gouere e kroge an eil sizhun. 62 zen a oa, ha 6 bugel nemetken ar sizhun-mañ. Goude an digor kalon hag ar pred e krogas ar vodadeg er sal vras evel kustum. Evel kustum e voe lezet pep strollad d'ober anaoudegezh buan-ha-buan gant e gelennerion, ha goude-se en em gavas an holl en davarn evit un nozvezh laouen.

Ar c’hentelioù :

Ar sizhun-se e oa bet rannet ar stajidi e 4 rummad kentelioù diouzh o live, bep a zaou gelenner gante. Digustum e oa ar strollad 5, « Mont war-raok gant ar brezhoneg dre ar video »  dindan renerezh Anne Corre sikouret gant Sylvain Botrel, o deus gellet pleustriñ war an doare da sevel ur film berr e brezhoneg a-benn e ginnig e dibenn ar staj.

Ar mont en-dro :

Ur vonitourez  a rae war-dro ar vugale, pevar den a oa e karg eus ar mont en-dro hag unan en davarn, sikouret gant tud all a-youl vat.

Setu ar pezh a oa bet graet goude ar c’hentelioù :

D'al lun e oa bet aozet ar siop siarad evel er sizhun all, hag ar valeadeg da-heul. Goude koan e oa bet kinniget deomp gant Marie-Hélène Morvan ha Sylvain Botrel o fezh-c'hoari berr «'Barzh an toull noz », ha nozvezh laouen en davarn war-lerc'h.
D'ar meurzh, e oa bet an holl e Penn Kelenn. Degemeret e voemp e ti Jisket ha Mikael Floc'h-Kerne, lec'h ma voe roet priz Roparz Hemon da Jan Deloof eus Bro-Flandrez, evit an troidigezhioù en doa graet diwar ar brezhoneg. Kinniget e oa bet ar priz gant Gérard Cornillet, Tugdual Kalvez ha Nadine Urvoas a gomzas en anv COOP Breizh. Ouzhpenn 200 a dud a oa o tebriñ er goudor kempennet brav deomp gant Gi Peñseg sikouret gant ur strolladig stajidi. Mont a reas an holl goude-se betek sal Youenn Gwernig evit gwelet ha klevet an abadenn « Un Hent ur Vuhez » gouestlet da Ronan Huon, unan eus diazezourion KEAV a oa bet e penn ar c'hamp e-pad 20 vloaz. Tudual Huon a daolennas labour e dad evit ar pezh a sell ouzh Al Liamm, ha Gwenael Huon a zisplegas roll e dad e KEAV. Gant Strollad ar Vro Bagan e voe kinniget div zanevell leurennet gante evit an digouezh. Barzhonegoù a voe lennet gant Sylvain Botrel ha Fañch Kerrain, kan a voe ivez gant Mona Jaouen, Riwal Huon ha Mari-Soaz ar C'hozh, ha skeudennoù video da-heul.
D'ar merc'her e oamp bet o kaozeal gant tud eus ar vro a stropadoù bihan.
D'ar yaou e oa bet ur pennad kaoz gant Yann-Fañch Jacq diwar-benn ar gelaouenn « Ya ! ». Ur pred yen oa bet en davarn ha goude e oamp bet e sal Youenn Gwernig evit gwelet Strollad ar vro Bagan a ginnige deomp ur pezh-c'hoari, « Fest ar Pimoc'h », a zo bet skrivet gant ur Breizhad deus Benac'h (Bro-Dreger), Tilly e anv, ha troet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella.
D'ar gwener da noz da 6 eur hor boa gellet c'hoarzhin leizh hor c'henoù gant sketchoù ar strolladoù hag enklask polis ar strollad video. Da 7 eur hanter e oa bet ur banne a enor kinniget deomp gant tud an ti-kêr. An Eil Maer, Joel C'hwiban, anavezet mat ganeomp, a oa aze en anv an itron Maerez ha ne c'helle ket dont. Graet en doa un tamm prezegenn e brezhoneg. Ur pred a-zoare a oa bet war-lerc'h, kig moc'h a oa bet rostet ouzh ar barbecue. Pedet hor boa mignoned da GEAV hag un toullad tud eus ar vro da goaniañ ganeomp. Ur blijadur e voe evit lod kaozeal adarre gant ar re e oant bet o welet d'ar merc'her. War-lerc'h e voe klevet Laors, eus Fiskal Bazar, o kanañ (stajiad e oa bet ganeomp). Goude-se oa bet ur fest-noz gant an holl ha bec'h d'an dañs ! En davarn e kendalc'has an traoù... Pellig en noz !

 Evit klozañ an eil sizhunvezh staj :

D'ar sadorn vintin e voe bodet ar stajidi, evel ma oa bet graet ar sizhun gentañ. Goude ar banne kenavo hag ar pred, e oa chomet un toullad tud da zastum pep tra. Kroget e oa bet an dilojadeg diouzh ar mintin dija met ne oa ket echu, pell ac'hane !
Trugarez vras d'an holl re o deus roet harp ha roet buhez d'ar staj ur wech ouzhpenn, rak panevete e vefe aet ar samm war re nebeut a dud. Emichañs hor boa degemeret mat ar stajidi (hag ar gelennerion ivez !) hag e vint prest da zont en-dro a-benn bloaz.
*****************
Nevesaat Diwezhañ ( lundi, 10 mars 2008 )
 
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB