spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
Bienvenue arrow BLOAVEZH 2008 arrow SKOL HANV 2008
skol-hañv 2008 Convertir en PDF Version imprimable Suggérer par mail

  

K.E.A.V.

Skol-hañv 2008

 

 

PELEC’H ?

Dalc’het e vo Skol-Hañv 2008 KEAV (ezel eus Kuzul ar Brezhoneg) e Lise An Nivod e Lopereg (etre Kastellin ha Brasparzh).

 

PEGOULZ ?

 Div  sizhuniad studi a vo kinniget er bloaz-mañ.

  •     Ar sizhuniad 1añ (6/12)

Eus ar Sul 6 a viz Gouere da noz (da 7e noz evit an digor-kalon, da 8 eur evit koan) betek ar Sadorn 12 da greisteiz.

  •       An eil sizhuniad (13/19)

Eus ar Sul 13 a viz Gouere da noz (da 7e noz evit an digor-kalon, da 8 eur evit koan) betek ar Sadorn 19 da greisteiz.

F Ur rummad evit pleustriñ war ar c'hoariva a vo kinniget ar sizhun gentañ (ar program a vo kaset deoc'h ma ve goulennet ganeoc'h).

F Ur rummad evit deskiñ implijout ar video (sevel filmoù) a vo en eil sizhun (ar program a vo kaset deoc'h ma ve goulennet ganeoc'h).

Gallout a raer dibab dont d’ur sizhuniad studi hepken, pe d’an div.

Degemeret e vo an dud adalek 6 eur goude merenn

 

PEGEMENT ? (Priz evit ar c’hentelioù, boued, lojeiz hag all.)

240 Euro e kousto pep sizhuniad staj. Ret eo paeañ an hanter (120, pe 240 Euro diouzh ho tibab) a-raok dont ha kas ar chekenn gant ar follenn-enskrivañ da gKEAV.

200 Euro e kousto ur sizhuniad evit ar studierien hag an dud dilabour (kas an hanter 100, 200 Euro, diouzh ho tibab).

 

PETRA A VO GRAET ER C’HAMP ?

-  Kentelioù eus 9e da 12e, hag eus 2e da 5e (a rummadoù bihan)

-  Kan, dañs da greisteiz : ½ eur kan, dañs, diouzh kinnigoù ar gelennerien

- Goude 5 eur (diouzh an deizioù) : mont da welet tud ar vro, sportoù, kaozeadennoù, filmoù, pourmenadennoù, c’hoarioù...

 

EVEZHIADENN

 

Skol-hañv KEAV zo anezhañ ur bodad tud laouen oc’h en em gavout asambles evit klevet hag evit komz brezhoneg e-pad ur sizhun pe div. Anez gouzout diazezoù kentañ ar brezhoneg (ur bloavezh studi pe zaou) n’hall ket staj KEAV dougen frouezh deoc’h. Degas a reomp da soñj d’an deraouidi e vez aozet stajoù evite er memes mare. Evit deoc’h kaout titouroù e c’hellit goulenn diganeomp.

 

 KENTAÑ  HA  DIWEZHAÑ  EVEZHIADENN

E GALLEG

Le camp d’été de KEAV, c’est quatre-vingts, cent personnes heureuses de se rencontrer pour entendre et parler breton. Pour chacun, le faire c’est un choix, un plaisir : pour respecter cette volonté commune, chacun s’efforce de s’exprimer uniquement en breton. Cet effort est également un élément indispensable de l’apprentissage. Le stage de KEAV est connu pour cela. En s’inscrivant, chacun est donc conscient de l’engagement auquel il souscrit.

LE BRETON EST LA SEULE LANGUE UTILISEE PAR TOUS AU COURS DU STAGE

Ce stage ne peut profiter véritablement qu’aux personnes ayant des bases élémentaires suffisantes du breton. Nous rappelons qu’il existe des stages pour débutants à la même période.

Pour d’éventuels renseignements n’hésitez pas à nous contacter..  

 

Un niverenn stummadur dibaouez a zo gant KEAV (Formation continue)


Petra zo da gas ganeoc'h ?

  ur sac’h kousket + ul liñsel (pe 2 liñsel ha pallennoù),

  peadra da skrivañ, ho yezhadur, ho keriadur, ur c’haier, ur sonenroller ha kement zo

  na zisoñjit ket tapañ ho pinvioù-seniñ (gitar, bombard, binioù, telenn, banjo...), c’hoarioù (bouloù, paledoù...)

  filmoù da ziskouez (e brezhoneg), pe dastumadegoù kanaouennoù, ha kement zo...

  dilhad ha botoù sport.

 

PENAOS MONT DA LISE AN NIVOD ?

Adalek Montroulez : kemer hent Pleiber-Krist, Plouneour-Menez, Brasparzh (D 785), goude kemer an hent D21 betek Kervez, treiñ en tu dehoù betek ostaleri Ti-Raymonde hag aze treiñ en tu dehoù c’hoazh. Emañ lise an Nivod e penn an hent. 

Adalek Kemper : kemer hent Brest (E60) betek Ti-Raden, (km 30), mont da  bPont ar Veuzen (Pont-de-Buis) gant an hent D770, kemer hent Lopereg D121, mont betek an hent D21, treiñ en tu kleiz betek ostaleri Ti-Raymonde hag aze treiñ en tu dehoù. Emañ lise an Nivod e penn an hent. 

Adalek Kerahez : kemer hent Montroulez (D764) tremen hebioù d’ An Uhelgoad, kemer hent Sant-Herbod (D14), Lannedern, Brasparzh, goude kemer an hent D21 betek Kervez, treiñ en tu dehoù betek ostaleri Ti-Raymonde hag aze treiñ en tu dehoù c’hoazh. Emañ lise an Nivod e penn an hent.

Dernière mise à jour : ( 14-05-2008 )
 
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB