|
|
 |
Donemat
|
 SKOL LABOUR DOUAR AN NIVOD E LOPEREG Skol Hañv KEAV dalc'het e skol labour-douar an Nivod e 2008 a verk ur cheñchamant bras koulz evit ar stajidi hag evit an aozerion : abalamour ne c’halle ket Ti-Kêr Skaer degemer ac’hanomp ken e Skol Joliot Curie e kuitaemp Skaer goude 30 vloaz bennaket tremenet eno. Displeget e oa bet se en ur pennad a c'hallit lenn pe adlenn war al lec'hienn. Rankañ a raemp kavout ul lec'h all e berr amzer, ha ne oa ket bras an dibab. Ha setu ni en em gavet en Nivod. Meur a wech omp bet eno evit prientiñ ar C'hamp ar gwellañ ma c'hallemp. Div sizhunvezh amzer fall zo bet, met a-unan e oa an holl pe dost evit lâret e oamp staliet en ul lec'h brav e-kreiz ar maezioù, sioul-tre, ul liorzh brav en-dro d'ar savadurioù, lec'h ma oa evurus-tre ar vugale. Sellit ’ta : Brav e oa ar salioù klas, gant ar pezh a faote enne (pep a daolenn wenn hag a gilvaner enne). Evit lojañ ar stajidi e oa kambreier enne ur gwele, pe 2 pe 4 diouzh an degouezh, briñselladenn hag all evit un toullad anezhe. Echu gant ar salioù kousket trouzus eta... Ur sal c'hoariva a c'hallemp implij evit an arvestoù pe ar bodadegoù, ur sal enni 3 urzhiataerezh luget gant ar rouedad a c'halle an holl implij. A-rez douar e oa ur sal evit ar vugale, digor war un endro dizañjer dezhe da c'haloupat. En Oaled al liseidi hon eus gallet staliañ hon zavarn hep re a soursi (war-bouez dour d'ober ar skaotaj). Evit ar sal-debriñ e stumm ur self, kavet ez eus abeg enni abalamour ma oa hir-tre al lostennad tud a veze o c’hortoz, ha ne c’halle ket an holl dud bezañ asambles er c’hantin. Ouzhpenn-se, ar boued ne oa ket gwall vat ar sizhun gentañ, dreist-holl pa ne rae ket ar skol war-dro servijañ an dud, ar skaotaj, skubañ... Goulennet e oa bet diganeomp sikour pa felle deomp izelaat priz ar feurm, met ne oa ket bet resisaet petra, peseurt kargoù. Eürusamant e oa bet tud sikourus evit skañvaat al labour. A-drugarez da izili a zo er burev hag o doa sammet al labour-tuta war o chouk, ha da vignoned deomp hag a zo o chom er vro, hon doa gallet kavout un toullad tud eus ar c’hornad da zegemer stajidi da gaozeal gante — tud eus ar c'hentañ na pa ne oamp ket anavezet gante a-raok... Kalz a stajidi a zo bet daoust d'ar cheñchamant lec'h (pe abalamour d'ar cheñchamant se ?). 96 evit ar sizhun gentañ (mui 21 bugel) 130 gant an holl (kelennourion, aozourion, buhezhourion ...) ha 70 evit an eil sizhun (mui 10 bugel), da lâret eo 100 den en holl. Ar sizhun gentañ, adalek ar sul 6 betek ar sadorn 12 a viz Gouhere : Er burev : Anna, Nikol, Deneza, Yvon ha Gwenn. Kalzig a labour war o choug a-hed ar sizhun : darsparzhañ an dud er c'hambreier a-feur ma tegouezhent, ha henchañ anezhe gant ar bras eo ar savadur, daoust ma oa bet lakaet skritelloù evit diskouez pelec'h e oa al lec'h-mañ-lec'h, aozañ ar strolladou evit pep rummad (o telc'her kont eus ar pezh a c'hall pep kelenner ober diouzh c'hoantoù pe ezhommoù ar studierion), sevel ar stropadoù evit mont da welet tud eus ar vro (niverus e oa an dud ha diaes eo bet kontantiñ an holl), aozañ strolladoù da sikour gant ar gegin (ret e oa deomp kavout 8 den evit pep pred : evit enforniañ, astommañ ar boued, evit servij, skaotañ, skubañ ha netaat an taolioù), kelaouiñ an dud diwar-benn an obererezhioù, hag ar c’haozeadennoù niverus zo bet (goude bezañ aozet anezhe evel-just). Setu amañ roll ar gelennerion hag ar vuhezourion : · strollad 1 : Aline MARZIN, Armelle ar C’HOZH, gant sikour Deneza MAGER ; · strollad 2 : Gwenole LARVOL, ha Kristin DAVID a oa ar wech kentañ dezhi da gelenn ganeomp ; · strollad 3 : Dewi SIBERIL ha Lus CHAUVEAU ; · strollad 4 : Visant DUBOIS ha Gwenhael BESNARD ; · strolladoù 5 / 6 : Klaod an DUIGOU, Erwan EVENOU, Mark KERRAIN, Dominig COTEL ha Jean-Do ROBIN ; · strollad C'hoariva gant Syvain BOTREL eus Strollad Kallag;. · strollad ar vugale : Morwenna JOUBIN, Lena PERON, Riwanon KALLAG ha Julie MOREAU-QUILLIOU. Anne-Marie COURTET ha Philippe ar SAOZ e oa an davarnourion. Jean-Do, Dominig ha Gwenhael a rae war-dro ar c’han. Setu amañ da-heul an abadennoù a voe ouzhpenn ar c’hentelioù : D'al lun, evel kustum, siop siarad (bodet e vez an holl kement ha reiñ tro dezhe da flapat ha d'ober anaoudegezh kenetreze). Goude koan e oa bet diskouezet daou film, unan gant Gwenole Larvol (Gwennvelanec'h) hag ur film all gant Armelle ar C'hozh (Ar votez dianket pe Ar votez ruz). War-lerc’h e voe ur gaozeadenn gant Yann Fañch Jacq diwar-benn ar gelaouenn Ya !. D’ar meurzh : Jean-Pierre Nicolas, arbennigour war ar plant, en doa aozet un tamm baleadenn d’abardaez evit ober anaoudegezh gant plant hag a c’haller kavout tro-dro d'an Nivod. War-lerc’h en doa diskouezet ur video, diwar-benn ar plant atav hag al labour kaset da benn er bed a-bezh gantañ er gevredigezh "Liorzhoù ar Bed". Embannet e oa bet ul levrig ganeomp, warnañ tres ar plant ha pep a bennadig diwar o fenn, a oa bet troet diwar ar galleg gant Sylvain. Da noz en do graet Rhisiart Hincks ur brezegenn resis diwar-benn istor ar c'hembraeg, ar stourmoù, an dud o deus kaset ar stourmoù-se da benn, gant ur video da-heul. Ar brezegenn-se a c'hallor adkavout war hon lec'hienn. D’ar merc'her : Stalioù-labour niverus a oa bet kinniget goude ar c'hentelioù (kan, dañs, fardañ krampouezh mod bigoudenn, tresañ, mont da bourmen pe skrivañ evit Wikipedia). Goude koan hon doa gwelet pezh-c'hoari nevez Strollad Kallag, Mazheas ar C’higer, er sal c'hoariva. Gallout a rit lenn pe adlenn ar pezh a zo bet war al lec'hienn evit gouzout hiroc'h. Ur pezh-c'hoari farsus (ken an doare da c'hoari, en darvoudoù ma vez mesket an amzer a-vremañ hag an amzer gwechall, ken an divizoù etre an dud), a zo plijet d'ar re vras evel d'ar re vihan. Pinvidik ar yezh, distaget sklaer ha splann, un drugar ! 
E-mesk an arvesterion e oa un toullad tud eus ar vro bet pedet ganeomp. D’ar yaou : A-stropadoù 5/12 den e oamp bet o welet tud eus ar vro : nebeutoc'h a hent d'ober eget p'edomp e Skaer, koshoc'h an dud ivez... Ar bras deus an dud a oa laouen p'o doa gallet sevel goulennoù ouzh an dud, bezañ komprenet gante ha kompren hep re a boan ar pezh a veze kontet dezhe. Un tamm mat aesoc'h eget brezhoneg Skaer, ret eo en anzav. Diouzh an noz hon doa pedet tud « Kafe Brezhoneg », ur skipailh Leoniz, Herve Rivoallon en e benn, da gontañ istorioù deomp en ur brezhoneg ledan ha sklaer. C'hoarzhet hon eus kalz met fromet omp bet holl ivez gant ar barzhonegoù ac’h eas ar maout gante e « Kann al Loar » un nebeut devezhioù war-lerc'h. D’ar gwener e oa an nozvezh laouen : Ar strolladoù o doa kinniget sketchoù, skeudennoù video bannet pe kanaouennoù a-raok leuskel ar plas gant ar c'hoariva : Ar rummad c’hoariva en doa kinniget deomp daou bezh-c'hoari. Ar pezh-c'hoari kentañ a oa digustum : ni, an arvestourion a oa dindan selloù sebezet aktourion deuet eus un amzer all, pe deus ur vro all, pep a unwisk gwenn gante, hag a zizoloe ar pezh oa bet ar c'hoariva er bloavezhioù 2000... An eil pezh-c'hoari, berroc'h honnezh, a oa farsus. Ul labour tenn a-hed ar sizhun a roe deomp da welet aktourion, nevez er vicher, oc'h en em zibab eus ar c'hentañ war ul leurenn. Marteze e savo c'hoant enne d'ober c'hoariva diwezhatoc'h, piv ’oar ! Goude-se e voe tro Strollad Ploneis, Loig Jade en e benn, hag en doa kinniget deomp meur a sketch farsus c'hoariet brav, sklaer ha splann, aes da gomprenn evit an holl. D’ar sadorn : Bodadegoù klozañ strollad-ha-strollad da gentañ, pep hini gant e gelenner(ion), an holl asambles da c'houde en ur sall emvod. Ur banne kenavo ha pred kent kimiadiñ. An eil sizhun a groge d'ar sul 13 hag a echue d'ar sadorn 19 a viz Gouhere :Er burev e oa Anna, Nikol, Deneza, Jean-Jacques, Yvon ha Gwenn. Roll ar gelennerion bremañ : · strollad 1 : Emil GRANVILLE, Jacqueline GIBSON ha Deneza MAGER ; · strollad 2 : Nikol AUFFRET ha Rejin GWILHMOD ; · strollad 3 : Jean-Jacques BIHAN ha Loig JADE ; · strollad 4 : Ronan L’HOURR, Yann TALBOT ; · strolladoù 5 / 6 : Tudual AUDIG, Serj BOZEG, Loig CHATEAUBRIANT, Kload an DUIGOU ; · strollad video : Anne CORRE ha Sylvain BOTREL. · Ar vugale zo bet graet war o zro gant Laurence ROGER, Aziliz KORNEG ha Camille GOURLAY. Setu roll an abadennoù ar c’hentelioù : D’al lun : Siop siarad evel er sizhun gentañ da 5 eur, ha goude koan un diviz gant Yann-Fañch Jacq deuet da gomz adarre diwar-benn ar gelaouenn Ya !. Kalz goulennoù a oa bet graet digantañ. D’ar meurzh : Ur bourmenadennig dindan ar glav, ha goude koan ur brezegenn gant ur video hag un diviz da-heul diwar-benn ar bezhin gant Akira PETERS. Akira a zo anezhañ un enklasker brudet hag a labour bremañ e Breizh. Ouzhpenn-se, displeget en doa deomp peseurt plas en deus ar brezhoneg en e labour. Un diviz hir a zo bet etre eñ hag ar selaouerion. Daoust d'an danvez da vezañ teknikel-tre, eo chomet simpl ar yezh hag an doare da zisplegañ an traoù, aes da gomprenn evit an holl, ur burzhud ! D’ar merc'her : Bet e oamp a-stropadoù 5/12 den o welet tud eus ar vro, dres evel er sizhun gentañ. Aesoc'h e oa bet an traoù : ne oa ket kement a stajidi ha tud zo hag ac'h aemp da welet evit an eil gwech ne oant ket mui aonik, ha ni muioc'h en hon jeu. Goude koan e oa deuet Herve Loseg da gomz diwar-benn an Nivod, lec'h ma oa bet skoliad ha plas ar brezhoneg er skol hag er familhoù d'ar mare-se. Un testeni fromus eus an amzer tost ouzhomp ma oa anavezet ar brezhoneg gant an holl hep gouzout dezhe e oa en arvar... D’ar yaou : Ur video hag ur gaozeadenn diwar-benn Ai’ta a oa bet kinniget da greisteiz gant Dewi. Lañs a zo gante ha bleuniañ a ra “Aitioù” nevez e pep lec'h e Breizh, o fal lakaat an dud da dommañ ouzh ar brezhoneg dre ar fent hag ar mousc'hoarzh, hag ijin o deus ! An devezh-se e oa deuet en-dro Jean-Pierre Nikolas da ginnig e zisplegadennoù war ar plant, o pouezañ muioc'h ar wech-mañ avat war al labour a zo d'ober e Breizh. Goude koan e oamp bet holl betek ar gimnaz ma oa kinniget deomp ar Ar Roue Ubu gant Strollad ar Vro Bagan. Graet e oa bet er gimnaz abalamour na oa ket bras a-walc'h leurenn ar sal c'hoariva evite. Siwazh rak fall e oa al lec’h evit ar pezh a sell ouzh ar son. Daoust da strivoù an aktourion e oa diaes kompren pep tra. Met gant c'hoari an aktourion, gant an ardoù, ar jestroù, ar c'han hag an dañs e veze komprenet ur bern traoù ha kemeret plijadur.  Bob Simon e kroc'hen Ubu Eno e oa ivez un toullad bugale eus ur greizenn vakansoù brezhoneg dalc'het e Brasparzh, un toullad tud eus ar vro a oamp bet o welet. Plijet e ont bet diouzh hon eus klevet. D’ar gwener : Da greisteiz e voe diskouezet ar film a oa graet gant ar strollad video warlene. Strollad Anne Corre ha Sylvain Botrel a oa ar wech kentañ dezhe da ginnig ar seurt obererezh ar bloaz tremenet. Diouzh an noz e voe an nozvezh laouen ma c'hallas an holl strolladoù klozañ o sizhunvezh labour gant kalz a fent. Diskouezet e voe deomp ar film a oa bet savet ar bloaz-mañ e-doug ar sizhun gant ar strollad video, war-lerc’h bezañ deut a-benn da ziluziañ ar c'hudennoù teknik avat ! Savet e oa bet an istor gant ar stajidi, c'hoariet, filmet ha frammet gante. Aze e welemp disoc'h kaer ur sizhunvezh labour, ur sizhunvezh plijadur ivez ! D’ar sadorn : Goude ar bodadegoù klozañ hag an netaat (ouzhpenn ar c'hlasoù a oa : trepasioù hir, diri ledan ha kambreier forzh pegement) e voe kinniget ar banne kenavo ha tapet hon fred holl asambles kent mont kuit, pep hini eus e du. Chom a rae c'hoazh traoù da zistlabezañ diouzh an endervezh met gant ar yoc'h a dud a-youl vat e oa bet kaset al labour war-raok hep skoilh ebet. Ra vo trugarekaet amañ an holl re o deus hon sikouret e mod pe vod da gas ar staj-mañ da benn. |
|
Nevesaat Diwezhań ( Friday, 06 March 2009 )
|
|
|
skeudennoù an eil sizhunvezh staj 2OO8 |
|
Nevesaat Diwezhań ( Monday, 23 March 2009 )
|
|
Lenn da heul...
|
|
|
© 2012 KEAV (Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion)
Joomla! est un logiciel libre distribué sous licence GNU/GPL.
|
|