spacer.png, 0 kB
Advertisement
spacer.png, 0 kB
Donemat arrow ISTOR KEAV
ISTOR KEAV
KEAV eus 1948 betek 1997 PDF Print E-mail
Ar pennad-mañ a oa bet skrivet gant Ivon da-geñver 50vet deiz-ha-bloaz KEAV e 1997. Diamzeriet n'eo ket, klok avat n'eo ket ivez peogwir e chom a-sav gant ar bloavezh 1997, hag un nebeut resisadurioù a vefe da lakaat ouzhpenn. Fellout a rae deomp, daoust da se, reiñ tro deoc'h da lenn ar pennad-se evel ma oa bet skrivet (war-bouez un toullad reizhadennoù) hag embannet e-barzh niverenn 304 Al Liamm.
Nevesaat Diwezhań ( Monday, 15 February 2010 )
Lenn da heul...
 
Langleiz PDF Print E-mail

Xavier de Langlais, Langleiz e brezhoneg, zo bet unan eus diazezerien KEAV asambles gant Vefa de Bellaing ha Ronan Huon. Daoust ma ne labouras ket pell evit KEAV en deus bet ul levezon vras betek an deiz a hiziv. "Priz Langleiz" a vez roet  bep bloaz, alies e-pad kamp KEAV. Fellout a rae dezhañ broudañ an dud da skrivañ hag abalamour da se en deus krouet ur priz lennegel.

Nevesaat Diwezhań ( Tuesday, 09 February 2010 )
Lenn da heul...
 
Vefa de Bellaing PDF Print E-mail

Vefa de Bellaing eo an hini he deus labouret ar muiañ evit KEAV : emañ e-touesk ar re a "ijinas" KEAV gant Langleiz ha Ronan Huon hag a labouras abalamour da GEAV da chom bev goude m'o doa kuitaet Langleiz ha Ronan Huon  o c'harg. Setu amañ da-heul un darn eus he buhez stourmerez.

Nevesaat Diwezhań ( Thursday, 29 December 2011 )
Lenn da heul...
 
Ronan Huon PDF Print E-mail
 Ronan Huon en deus savet ha roet lañs da GEAV, asambles gant Vefa de Bellaing ha Xavier de Langlais. Amañ e kavor ur pennad berr diwar-benn e stourm evit ar brezhoneg hag e labour evit KEAV.
Nevesaat Diwezhań ( Thursday, 29 December 2011 )
Lenn da heul...
 
Paol KALVEZ PDF Print E-mail

Paol Kalvez a zo bet unan eus ar re a zo bet e penn KEAV e-pad meur a vloavezh. Amañ e kavor ur pennad berr hag a gont ul lodenn eus e vuhez a emsaver hag e labour evit KEAV.

Nevesaat Diwezhań ( Thursday, 29 December 2011 )
Lenn da heul...
 
Per Penneg PDF Print E-mail
Kalz a dud o deus bet ur roll a bouez e buhez KEAV, daoust d'o anv da vezañ dianav da galz tud, Per Penneg a zo unan eus ar re-se. Amañ dindan e kavor an danevell eus e vuhez.
Nevesaat Diwezhań ( Monday, 29 August 2011 )
Lenn da heul...
 
Erwan Tranvouez PDF Print E-mail

 

  ERWAN TRANVOUEZ

 Ar pennad-man a zo bet skrivet nebeut a amzer goude marv Erwan.

Hor mignon ha kenlabourer feal a zo aet da Anaon e miz Kerzu 2009.

N’en doa ket gellet dont betek an Nivod daou vloaz zo, na da Gastellin warlene abalamour d’e yec'hed a oa aet da fall abaoe un toullad bloavezhioù dija

  Image

Em eñvor e chom hag e chomo ar skeudenn-mañ (hep e gasketenn !) ar wezh diwezhañ welen anezhañ. Ar bloavezh diwezhañ oa deomp aozañ hor staj e Skaer. E 2007 e oa da geñver Devezh Priz Roparz Hemon. E zaoulagad a oa  gwall wan daoust d'un oberatadenn  ha diaes e oa evitañ mont ha dont gant an diri dreist-holl ha pa groge da noziñ. Unan ac'hanomp oa ret dezhañ mont d'e ambroug betek e gambr.  Met dont a rae daoust da se ha n'en dije ket c'hwitet ar c'hamp nes kaout un digarez n'helle ket mont dreist dezhañ. Laouen e veze d'en em gaout en ur bed brezhonegerion e-pad div pe deir sizhun memes rak pa oa teir sizhun e chome teir sizhun ! Aze e oa en e vleud ! Soñj em eus c'hoazh e tisplege deomp, er bloavezhioù 70,  en doa divizet abaoe pell dont da sikour ganomp-ni (a oa yaouank d'ar mare-se ha hep kalz a skiant prenet), pa vefe war e leve.  Pell e oa chomet hep ober war-dro un oberenn emsavel bennak evit abegoù personel a bep seurt. Se a vanke dezhañ. Ur sikour bras eo bet evidomp kaout Erwan ganeomp : skiant prenet an dud koshoc'h,  gouzout a rae ober gant an urzhiataerez d'ur mare ma ne oa hini all ebet en hon touez gouest d'ober tra gant ar binvioù nevez-se a oa c'hoazh dianav d'an darn vrasañ eus an dud. Un den brudet e oa (sekretour Roparz Hemon e oa bet), kaout un den eveltañ er c'hamp a oa evidomp-ni un dra a-bouez.

An holl a ouie buan-tre, komz a ran eus ar stajidi pe piv bennak  nevez en em gavet er c'hamp,  piv oa, ar boulomig-se atav gant gasketenn martolod war e benn (lod a gave dezhe e vire gantañ e gasketenn evit mont da gousket !), e gorn butun o teurel moged evel ur vapeur mod kozh. Daoust ma oa difennet butuniñ er salioù klas, ne oa netra d'ober ! Melen e oa e vourroù gant ar butun.  Paouezet en doa koulskoude gant ar butun a-benn ar fin goude ma oa bet en ospital evit un oberatadenn ha neuze e tebre chokolad. Hor sekretour e oa e-pad ar c'hamp : skriverezañ a rae listennadoù ar stajidi, an implijoù amzer, pennadoù evit an holl  gelennerion pa ne oa ket ar c'hiz da gaout pep hini e urzhiaererez, ober a rae ar skritelloù, stagañ anezhe war ar mogerioù, lod a vez implijet c'hoazh ! Aze e veze er burev a-hed an deiz, prest da hentañ kement stajad a oa kollet, gant an alc'hwezhioù a zigore kement dor a oa da zigeriñ. Panevetañ e vefe bet kollet an alc'hwezioù meur a wezh. Aze e oa ivez evit lâret d'an holl e oa ret doujañ d'an eur, poent serriñ ar burev evit mont da zebriñ ! War ar yezh en doa ivez e alioù fur da reiñ da neb a gare : brezhoneg bro Leoun evel-just ! Keuz hor bo dezhañ.

Gwen Huon (miz Meurzh 2010)

 

Nevesaat Diwezhań ( Thursday, 29 December 2011 )
 
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB
spacer.png, 0 kB